Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Morlenn

Skrivet gant: 

Labour, hunvreoù, karantezioù... treiñ a ra bravik e dammig buhez gant Anton... betek d’ar brezel lakaat e vedig-bed da horjellat. Ugent vloaz eo pa grog ar bombezadegoù da zrastañ Brest. Gant ar rekizadur taolet war an dud yaouank e vo ranket dezhañ mont da skoachañ war ar maez gant e geneil Julian. Pa zistroio da Vrest, e dibenn ar brezel, en em gavo sanket e spouron ar seziz. En em dennañ salv a raio eus an ifern-se, doaniet-don avat en e askre. Ha deuet ar peoc’h en-dro e tistro Brestiz d’o c’hêr tamm-ha-tamm met Anton ne gav ket e blas ken eno. Kuitaat Breizh eo a raio-eñ ha mont da glask e chañs da bellvro. Abeg gwirion e zivroañ avat n’eo ket an hini a grede da lod e oa.

Daou-ugent vloaz war-lerc’h e konto Anton e istor d’ur studier yaouank deuet d’e enrollañ. Marevezh deroù ar radioioù dieub e oa…

Ti-embann: 
ISBN: 
978-2-38190-014-8
Bloaz: 
2021
Niver a bajennoù: 
328
Ment: 
12x19
Yezh(où) ar produ: 
Danvez: 
13,00 €