Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Na baeit ket!

Skrivet gant: 

An enkadenn a ra he reuz e Gres evel e meur a lec’h all en Europa, met perak mont da zibennañ arc’hantourien e Kêr-Aten?
Kosta Charitos, ar c’homiser imoret fall alies, a zo war an afer, skoazellet gant enklaskerien saoz, met d’ober en deus gant ar bolitikourien, gant pennoù bras etrebroadel, gant e genseurted zoken hag ivez gant e wreg hag e verc’h!

Ur romant polis du hag a ro skeudenn ar gevredigezh c’hresian a rank talañ ouzh an diaesterioù pa’z eo rouesoc’h an arc’hant ha pa’z eo ret mat cheñch boazioù kemeret a-gozh.
Petros Markaris a zo ur skrivagner gresian bet ganet e Turkia e 1937. Skrivañ a ra pezhioù-c’hoari ha senarioioù ivez.
Alan Botrel en deus kaset an droidigezh da benn.

 

 

Ti-embann: 
ISBN: 
978-2-916835-60-0
Bloaz: 
2014
Niver a bajennoù: 
405
Ment: 
14x19
Troet gant: 
Yezh(où) ar produ: 
14,00 €
trouducru