Sola Fide - Ar feiz nemetken

E 1517 e savas ur manac’h alaman, Martin Luther, a-enep doareoù an Iliz katolik.
D’ar c’houlz-hont o doa ar gristenien aon bras rak ar marv hag an ifern. An Iliz, evit dastum arc’hant da beurechuiñ penniliz sant Pêr e Roma, a werzhe induljañsoù hag evel-se e veze skañvaet pec’hedoù ar brenerien.
Luther a embannas tezennoù nevez hag a bellae eus tezennoù ar gelennadurezh katolik : feiz an dud a gredenn hepken a gont ha neket ar pezh o deus sevenet en o buhez, n’eus ket seizh sakramant met daou hepken (ar vadeziant hag ar gomunion), ar fideled a rank lenn ar Bibl en o yezh ha neket e latin, ar veleien a c’hall dimeziñ, ha n’azeuler nag ar Werc’hez nag ar sent.
Eskumunuget e voe Luther gant ar pab e 1521 ha da heul e tiwan un iliz nevez : an Iliz protestant pe Iliz an Adreizhañ.