Empty

Total: 0,00 €

Kuzul ar Brezhoneg

Gathering breton language associations

Devezh deskiñ kembraeg / Cwrs Cymraeg undydd

Date(s): 
17/05/2014
Lieu: 
Sant-Brieg

Devezh deskiñ kembraeg / Cwrs Cymraeg undydd

E Sant-Brieg, e Kreizenn Sevenadurel Vreizhek Abherve, d’ar Sadorn 17/05/2014

Sut mae ? Demat deoc’h holl !

Un devezh deskiñ kembraeg a vo kinniget e Sant-Brieg d’ar Sadorn 17 a viz Mae e Kreizennn Sevenadurel Abherve, 15 straed François Menez.
Daou strollad a vo (unan evit an deraouidi pe dost, hag unan all evit ar re a gomz kembraeg mat pe mat a-walc'h).
Degemeret e vo ar stajidi da 10e beure gant ur banne tomm.
Da c’houde e vo ar gentel gentañ eus 10 eur hanter da greisteiz hanter.
Debret e vo merenn asambles e-barzh ar greizennn (da bep stajiad da zegas e beadra da zebriñ).
Adkregiñ a raio ar c’hentelioù da 2e30 hag echuiñ a raint da 4e30 g.m.
Goulennet e vo 20 € digant pep stajiad (evit ar fredoù ha digoll an daou gelenner).
Ma 'z oc'h prest da gemer perzh er stajig-se, deuit e darempred ganimp an abretañ ar gwellañ, mar plij.
Ma anavezit brezhonegerien all hag a c’hallfe bezañ dedennet gantañ, kasit ar postel-mañ dezho, mar plij. Trugarez.
Ac os dych chi'n gwybod Cymraeg yn dda iawn yn barod, diolch yn fawr am hysbysebu'r cwrs yma o'ch cwmpas, os gwelwch yn dda. Diolch.

Seul niverusoc’h e vimp seul vuioc’h a blijadur a vo !
Po fwyaf o bobl mwyaf i gyd o hwyl !

Titouroù hag enskrivadur gant :

Benead al Lann
benead.allann@club-internet.fr
02 56 44 60 24

Brieg ar Menn
briegarmenn@hotmail.com
06 86 71 78 91

 

trouducru