Empty

Total: 0,00 €

Kuzul ar Brezhoneg

Gathering breton language associations

C'hoariva ar yaouankiz

Written by: 

C'hoarigan e daouzek arvest

Aristoteles eo a ouie displegañ e 335 kent J.K., en e Perì Poiêtikês, penaos « Hep tamm greunenn follentez ebet, n'eus ket a bennoberour ». Petra eta a oa deuet dre soñjezon Lucien Loarer pa grogas, war-dro an hañv 1932, da sevel ur ganaouenn ha d'he skrivañ war baper? Hep mar ebet ne ouie ket d'an ampoent en defe skrivet diwarni, ha dindon « berr amzer », ur pezh-c'hoariva klok ha poellek.

Ur pezh c'hoarigan anezhañ da-vat, pa lavarin mat, o vezañ leun e skrid a ganaouennoù, savet-hol1 gantañ, evel evit reiñ lusk da goulzioù-amzer e skridoù. Tro-ha-tro kaner, sonaozer, barzh, livour, beajour, gwaz, kantreer awenet, tad ha me 'oar, a dra sur e oa Lucien Loarer un den nerzhus kar-e-vro.

Sed aze ar pezh a c'houlakaer diwarnañ en ul lenn C’hoariva ar Yaouankiz. Bevet e vo en oberenn-mañ, leurennet anezhi, buhez pemdez tudennoù trowardroioù bro gaer Bro-Dreger a-hed o levenez pe o gwalleur, dre o farsadennoù pe o gwerzioù divoutin. Diwallit mat tudoù, diwar vesk an heol hag ar glav e teuio war-wel, dre ho lenn ouzh al levr-mañ, ur ganevedenn a yaouankiz.

ISBN: 
978-2-86863-173-2
Year: 
2015
Number of pages: 
252
Dimensions: 
19x23
Langage(s) of the product: 
Genre: 
16,00 €
trouducru