Renabl peuzhollek an netraigoù
Written by:

« An notennoù a gavor el levr-mañ a zo bet savet gant un den anvet Herry Goulard. Anavezet em eus anezhañ – ken un tammig bihan avat. Sed penaos em boa graet anaoudegezh gantañ : e-pad un dek vloaz bennak en deus bet graet, amañ, e Sant-Brieg, war-dro ur strolladig tud war an oad hag a glaske adperc’hennañ ar yezh a oa bet hini o bloavezhioù kentañ, ur yezh hag a oa bet peuzankounac’haet gant lod anezho.
Pa varvas, e verc’h a deuas da’m gwelet. Kavet he doa, e-touesk paperioù he zad, un teul, ennañ notennoù bet savet e brezhoneg. War golo an doug-dielloù e oa dastumet an notennoù ennañ, en doa skrivet Herry un titl e lizherennoù tev : Renabl peuzhollek an netraigoù. »
Herve Gouedard
Publisher:
ISBN:
978-2-7368-0159-5
Year:
2022
Number of pages:
238
Dimensions:
13x20
Distributed by:
Coop Breizh
Langage(s) of the product:
12,00 €