Empty

Total: 0,00 €

Kuzul ar Brezhoneg

Gathering breton language associations

Keal Doue war-lerc'h Auschwitz

“...ar gudenn n’eo ket gouzout hag-eñ ez eus eus Doue, hogen eus peseurt Doue ez eus anv. An dalc’h eo gouzout penaos e zoareañ. Hag ez eo an Natur , an Hollved, an Danvez, pe neuze hag ez eo ur Bersonenn, ur Spered ? Ma tegemerer ar vartezeadenn gentañ, hon eus c’hoazh d’ober gant an Tralen, gant « l’Absolu », evel ma lavar ar galleg a-ziwar al latin absolutus, eleze pezh a zo dizalc’h, distag, dreistampleg. An Natur , an Hollved, an Danvez ne c’houlakaont amplegad ebet, daveadur ebet. Aroueziñ a reont an hollad eus kement a zo pe a c’hoarvez, kenkoulz cosmos ar stoikianed, to pan Epikouros, summa summarum Lucretius ha Natura Spinoza.

Padal, an Tralen-se n’eus dezhañ na soñjerezh nag emskiant na youl.”

Sed amañ an eil eus ur rummad testennoù berr a-walc’h o tennañ da gudennoù a brederouriezh, goude Prederouriezh pe Philo-Sophia. Savet eo bet ar skrid gant Fañch Kerrain hag an notennoù gant Yann Talbot.

Graet eo bet al levrioùigoù-mañ da gentañ evit al liseidi a zesk ar brederouriezh dre ar brezhoneg met soñjet ez eus bet ivez e kement hini en defe c’hoant da astenn e varregezh war ar brederouriezh hag ar c’heriaoueg.

ISBN: 
978-2-86863-166-4
Year: 
2013
Number of pages: 
140
Dimensions: 
11x18
Distributed by: 
Coop Breizh
10,00 €