Kuzul ar Brezhoneg

Groupement d'associations culturelles de langue bretonne

Blog

  • Jarl Priel o komz 2

    Selaouit mouezh Jarl Priel o lenn ur pennad tennet eus e levr Ma zammig buhez.

    Penaos e varvas ma mamm

    Ar bloaz-se, e tegouezhe da ouel Itron-Varia Hanter-Eost bezañ ur Sul, hag ar Merc'her d'abardaez e teuas stad ma mamm da vont ken buan war washaat, ma redas ma zad da gerc'hat ar mezeg. N'ouzon ket gant peseurt louzoù, gant peseurt pikadenn e reas e daol, met kalz welloc'h en em gavas a-daol-trumm ar glañvourez, ha kement-hini a zeuas bete du-mañ ar Yaou a zisklêrie e-leizh e c'henou: “Ma! frankaat a ra dezhi, ouzh a ra!” — “Frankaat?” eme darn-all, “ya, mar karan, hag un tamm mat zoken!” Krediñ a rae din ivez en devoa graet ar c'hleñved e varead, ha setu me prest da nijal gant al levenez.

    Ar Gwener beure-mat e lavaras din va mamm-gozh: “Kae, mabig, d'an iliz da bediñ dirak an Itron Varia Lourd; mar plij d'ar Werc'hez Santel e teufe Ann-Mari e-barzh, mont a raimp holl du-hont da vloaz evit he zrugarekaat.” Sentiñ a ris raktal outi.

    Kristen ebet ne oa en iliz d'an ampoent-se, ha stagañ a ris da bediñ evel ma ouien, gant va holl nerzh, gant va holl fiziañs, ken ma teue an dour war ma daoulagad. Biskoazh n'am boa pedet gant kement a feiz hag a galon, ha biskoazh moarvat ne zegouezho din hen ober. Lakaet am boa em fenn e vijen selaouet gant ar Werc'hez Vari, ha krediñ a rae din en divije truez ouzhin ar Mabig Jezuz bennozh d'erbedenn e vamm, ha ne fellje ket dezhañ ober ken abred ganin ur minor.

    Siwazh, ne oa gwellaenn ar Yaou netra nemet “frankadenn ar marv” hervez ma lavarer em c'horn-bro, ur bourd kriz, un taol-yud a-berzh an Ankou na dremen ket alies hep deskiñ dimp ez eo mestr d'ober e giz ma kar evit ma vo trenkoc'h hon anken ha c'hwervoc'h hon glac'har. Ar Sadorn d'an noz e oa va mamm war he zremenvan (Marteze, fent o devo darn 'zo gant ar pennad-mañ, met n'eus forzh. Edo d'an ampoent-se ar baotred e ti va c'henitervez Soaz an Aubin o vutunat ur c'hornedad kent mont da gousket, pa glevjont en hent-don damdost d'ar vereuri e Roc'h Velen, trouz un dumporellad vein diskarget gant ur safar spontus, ha goude, gwigour ur c'harr o pellaat war e blaen. Lammat a reas Soaz e-maez. Sklaer e oa al loar; nag er porzh, na war an hent, neblec'h ne oa na tud, na kezeg, na tumporell, na maen. Ober a reas va c'henitervez sin ar groaz en ul lavarout: “Ma Doue, emañ Ann-Mari e par ar marv.” Ha hep dale kerzhout a reas gant he zad war du ar vourc'h. Ne oant ket hanter-hent pa zeuas en arbenn dezho ur vaouez, herr warni, pedet gant ma mamm-gozh da vont di da gemenn ar c'heloù: “Goût ’ouzomp, va flac'h,” eme va zonton Loeiz, “bet int dija du-mañ.”).

    Kaset e voe raktal un den da Landreger da di ar mezeg, met ne deurvezas ket an Aotrou Gwezenneg dont da Briel: “Ur gwall zevezh am eus bet,” emezañ, “faezh on gant ar gozhni hag al labour, ha neuze... ha neuze ne dalv ken ar boan”. Goude holl, ar wirionez oa gantañ. Graet e oa bet din mont d'am gwele evel boaz, ha daoust din da stourm ouzh ar c'hoant kousket, krog e oan da vorediñ pa ziredas va zad d'am bete.

    “Damañ din va faotr bihan,” eme ar glañvourez dare da vervel, “ma pokin dezhañ c'hoazh ur wech!”

    Seizh vloaz ha hanter-kant a zo tremenet abaoe an noz-se, met netra n'am eus ankounac'haet, na zoken an disterañ hini. Krediñ a ra din n'emaon ket amañ, em liorzh Krec'h Eliez, war greiz an deiz en derc'hent gouel Sant-Erwan 1954, o skrivañ gant un tammig kreion an eñvorennoù-mañ... Nann! n'on ket amañ, met du-hont, e ti melen ar vourc'h, ar bemzek a viz Eost 1897, du-hont, douget d'ar red gant va zad o pignal gant ar viñs teñval. Emañ an horolaj o paouez tintañ un eur goude hanter-noz; digor eo war hec'h hed dor ar gambr; krenañ a ra ur gouloù e-tal ar gwele; gwelout a ran va mamm, kizennoù he blev melen-aour peget gant ar c'hwezhenn ouzh he zal, he daoulagad ken glas, ken bev gwechall, ha bremañ dilufr, sanket don en o foull, hag ur struj warni, ma Doue! gwennoc'h eo eget ar goarenn wennañ; perak eo deut da vezañ kastiz ha da goazhañ ken prim? Daoust da se, e striv da stardañ he divrec'h e-dro d'he mabig; santout a ran war va jod c'hlebiet gant he daeroù ur pok ken tomm hag ur c'hlaouenn, rak un derzhienn spontus a zo ganti, ha c'hoant, ya, c'hoant bras he deus da lavarout un dra bennak, met alas, n'eo ket evit distagañ ur ger...

    Daoust ha petra am bije klevet diganti? “Kenavo, va muiañ-karet,” pe “Bez fur, Jarlig, ha desk!” N'ouzon ket! ha biken ne zeuin a-benn da c'houzout kement-se, kent ne vin adarre, kwita mammig, tal ouzh tal ganeoc'h.

    A-greiz-holl unan-bennak a ziframmas ac'hanon a-ziwar ar gwele, ha setu me adarre war ar pondalez teñval-sac'h, douget d'an traoñ kaer am boa gouelañ, difronkoñ ha yudal; un druez hepken, hervez m'am eus klevet goude digant meur a hini.

    Petra 'fell deoc'h? yaouank e oan ha brevet holl gant ur c'himiad ken berr ha ken doanius; hogos diouzhtu e vanis kousket evel ur broc'h.

    Dihuniñ a ris a-stroñs rak bez' e oad o sachañ war va brec'h. Tarzhet e oa an deiz, klevout a raen ar c'hleier o vrallañ goude an añjeluz, hag e-keit m'edon o tipikouzañ va daoulagad, e lavaras din va c'henitervez Soaz an Aubin: “Hirie eo gouel Itron Varia Hanter-Eost; emañ bremañ holl aeled ar Baradoz o kanañ meuleudi d'ar Werc'hez, met diwall da ouelañ, Jarlig, da vamm a zo aet ganto.”

    Ur pennadig kent na grogas an deiz da sevel, pa grede d'an dud war vale e oa sorennet va mamm, he devoa goulennet evel-hen: “N'emañ ket va mamm aze?... en anv Doue, va lakait war he barlenn, eno e fell din mervel.” Enaouet e voe raktal ar goulou benniget, stagañ a rejont da zibunañ pedennoù an Anaon, ha war varlenn Soaz Sapeur, he zal harpet ouzh hini he mamm n'he devoa bet bugel ebet nemeti, setu pelec'h, evel un evn, hep klemm na fiñv, e tennas Ann-Mari an Aubin hec'h huanadenn diwezhañ.

    Daou vloaz ha-tregont he devoa, nemetken...

  • Skrivagnerezed 5


    Son ar C'hemener

    C'hwi ho peus klevet, met a gred
    ar vugale o lavaret :
    "Ur c'hemener n'eo ket un den
    Nemet ur gaouiad ne d'eo ken".

    Ne dle ket bezañ interet
    Nag er porched nag er vered,
    Nemet e korn ur parkad kerc'h,
    holl chas ar barrez war e lerc'h.

    Mar d'eo ar gemenerien holl
    Evel ar re zo e Lambaol,
    O va Doue! nag a c'hevier
    War an torchennoù a glever.

    Ma vent dastumet pizh-ha-mat
    E vez anezho meur a sailhad ;
    Ha Paolig lipfe e vourroù
    O welet ur seurt bern pec'hejoù!

    Mes d'ar c'hemener pa varvo
    Siwazh ! Doue a lavaro :
    "Kerzh a zirazon torchenner
    Da welet pelec'h 'mañ da c'hevier".

    Kaer a zo treiñ an eurioù kozh
    a lenner en tiez diouzh an noz
    Sant ebet e-barzh ne gaver
    Hag a vije bet kemener.

    Rak se tud an holl vicherioù
    O deus ur patron 'barzh an neñvoù,
    Ha me gavo 'raok ma vin aes
    Ur patron d'ar c'hemener kaezh.

    M'eus ket amzer da vont a bell,
    Ha rak-se pa ne gavan gwell,
    Te vo patron ar c'hemener,
    Lusifer gozh tad ar gevier.

    Mariann Abgrall
    Lambaol-Gwimilio 1850-1930

    Barzhez, hec'h oberennoù a zo bet strollet en ul levr embannet gant Al Liamm e 1962 : Gwinizh hepken.

     

  • Jarl Priel o komz 1

    Selaouit mouezh Jarl Priel o lenn ur pennad tennet eus e levr Ma zammig buhez.

    Ma zonton Yann

    "Ur pikol levr a c’hallfen skrivañ diwar-benn breudeur ha c’hoarezed ma zad, hag a-zivout ma c’hendirvi, paotred ha merc’hed, met pec’hed marvel a vefe din tremen hep ober meneg eus ma goureontr Yann Dremel, rak n’eus bet biskoazh ha biken ne vo gwelet sebezusoc’h oristal o vale heñchoù Priel. Gouez d’am c’herent all, tamm ebet ne denne na d’e dad na d’e vamm, tud ken fur ha ken sioul ha n’eus forzh piv; diouzh an avel ’ta en divije dleet ober tataig. Paotr yaouank e oa manet evel-just, rak pebezh cholori ma c’hoarvefe d’ar seurt pod-houarn kavout ivez e c’holo!
    Da gentañ, den nemetañ ne blede na gant e varv na gant e vlev a dape dezhañ betek e zivskoaz; ober a rae dezho un tammig divegañ ur wech ar bloaz war-dro Nedeleg. N’eo ket ken nebeut-all a-drugarez dezhañ e c’helle kemenerien ar vro lardañ druz o bara, rak troc’hañ ha gwriat a rae e-unan e dammoù dilhad. Ha peseurt danvez a zibabe hañv-goañv, a gred deoc’h? mezer, voulouz, lien, “berlinj”? nann, ma karan, netra nemet an danvez skañv-skañv a bep seurt liv ma vez graet gantañ stignoù-gwele. Stummañ a rae ’ta evel ma ouie ur bragoù, ur jiletenn hag ul levitenn : a-wechoù e veze pikoloù evned ruz o tarnijal war ur vragezenn, ha chas melen o redek gedon a-hed ur vragezenn all, tanfoeltr van ne rae Yann; bugale ar skol ’vat, ne lavaran ket. Bez’ e veze en e gerc’henn ur pezh kolier lem-laka, dek meudad dezhañ, ha war e benn un tog foñs hir gant ur bern seizennoù ruz, glas, ha me oar o tivilhañ hag o fraoñval a-youl ar pevar avel.
    Setu aze, kwita, ur pipi! n’am eus gwelet an istrogell-se nemet div pe deir gwech, ha gwell vihan e oan d’ar c’houlz se. Soñj am eus koulskoude e oa liv ar yec’hed warnañ; gant e vlev hir hag e varv gwenn kenañ tennañ a rae da sant Per, met d’ur sant Per a gavfe mat e voued, rak paotr e gof a oa ivez, diouzh klevout ma zad. Siwazh ! kerse bras eo ganin o vezañ n’am eus ket gallet kaout darempred gantañ.
    Mont a rae da chaseal, ha pakañ a rae koulz ha den gedon, klujeri, lern, en ur ger, ar pezh a gave, met nepred ne deurveze prenañ un aotre da vale bro gant e fuzuilh. Bez’ e veze gantañ evelato e godell e levitenn a bep seurt liv ur paper skrivet gant ma zonton Pipi:

    + Jezuz, Mari, Jozeb +
    Grit en anv Doue ma tapin jiboez sof-kont.
    Evelse bezet graet!

    Ha mar degouezhe da baotred Mari-Robin, an archerien, dont en arbenn dezhañ, goulenn a raent digantañ e baper kement hag abuziñ o amzer, ha goude ober sin da lenn e lavarent kuit a c’hoarzhin:
    “Eus ar c’hentañ, ma den mat, derc’hit da vont, rak gwelout a reomp emañ pep tra ganeoc’h hervez al lezenn...”
    Tanfoeltr troad ne lakaje en iliz, na zoken deiz obidoù e vignon nesañ. N’eo ket abalamour ne oa ket un den a feiz, ar c’hontrol eo; re vil, war a grede dezhañ, e veze graet d’an Aotrou Doue en ilizoù, ha hervezañ re griz holl e oa ar veleien: “Ur vezh eo dezho,” emezañ, “leuskel hor Salver da baouranteiñ e noazh-pilh, koulz eo lavarout, war e groaz.” Bez’ e oa ivez en e di ur groaz, hag ur pikol hini gant un Aotrou Doue tachet warni evel m’eo dleet, met hennezh ’vat ne c’houzañve ket gant ar riv, rak gwisket e oa dezhañ ur gorfenn stamm hag un tamm bragoù voulouz. Hogen kerse ’oa gant e berc’henn o vezañ n’en devoa ket kavet tu da lakaat ur re votoù koad en e dreid.
    Kempennet en devoa e kambr al laezh ur seurt chapelig gant skeudennoù sant Erwan, sant Tual ha sant Jozeb, patron ar barrez, treset ha livet war ar mogerioù gwenn-raz gant brudetañ arzour ar c’horn-bro, Mabig ar Remon, skarzher seminaloù, ur c’hwil all, pa lavaran, itrik e-leizh ennañ. Ne live Mabig nemet gant huzil, raz, pri ruz ha pri melen, hag evit an daoulagad, bleu kannerezed. Brav a-walc’h e teue gantañ ha pedet e veze zoken gant Aotronez — Anatol ar Braz ha Botrel da skouer — da livañ sent en o zi. A-us d’an aoter — ur c’hozh laouer-doaz — e oa stag ar C’hrist bragezennet emaon o paouez komz dioutañ. Da bep gouel bras, Nedeleg, Pask, hag eveljust da sul ar Beuz (deiz pardon Priel), da ouel sant Erwan ha sant Jozeb e kane Yann ar gousperoù hep sakrist na kolist, evel ma teue gantañ. Ger latin ebet ne veze klevet eno ; rankout a rae e barrezianiz tremen gant Ne n’eus ket e Breizh, Ni ho salud, Steredenn vor, O kalon sakr!, Sant Jozeb, pried Mari hag Un Doue hepken adori met sarmon a rae mestr an ti, ha bep tro diwar fallagriezh ar veleien: “Bete pegoulz,” emezañ, “e laoskint o Mestr hag o C’hrouer kuit a lostenn hag a vragoù?” Kloc’h ebet ne oa er chapel met plaen ha brav e rae ma zonton hep kleier, rak desket en devoa digant e geneil Mabig ar Remon ober gant e c’henou kement son a veze ret: gout’ouie da skouer tintañ ar c’hlaz, an añjeluz, kloc’h an tan, ha dreist-holl brallañ ar c’hleier. A-zruilhadoù e tirede ar saverien o fri d’ar gousperoù war zigarez skrignal hag ober goap.
    “Arsa, Yann,” e c’houlenne hini pe hini berr warnañ, “daoust ha n’on ket re ziwezhat d’an ofis?”
    “Nann ’ta,” emezañ, “amzer ’zo, n’eus bet c’hoazh nemet ar son gentañ...”
    Diouzh klevout ma zad, ur barzh a oa ivez e donton Yann, un dra bennak moarvat evel Yann ar Minouz, ginidik eus ar Roc’h Velen, e Priel. N’eus manet eveljust roud ebet eus e oberennoù peogwir ne ouie na lenn na skrivañ, met plijout a rae dezhañ kanañ e sonioù hag e werzioù war lein un dosenn damdost d’e di en ur seniñ ur violoñs bihan-bihan, ur c’hoariell a ugent real bennak prenet gantañ e foar Dreger. Ra glevo da virviken Yann gaezh, Mabig ar Remon ha Yann ar Minouz, du-hont, e baradoz an dud didro, kleier ha violoñsoù an eürusted beurdadus!
    Daoust hag-eñ ne dennan ket un nebeudig da vrasañ oristal em c’herentiezh? N’eo ket abalamour ma ’z oa douget da wiskañ ar sent, na dre ma plije dezhañ kanañ ar gousperoù e brezhoneg penn-da-benn, met o vezañ ma verve faltazi, ha marteze fentigell e-leizh en e gokenn, o vezañ ma ’z eo bet un aozer gwerzioù, gwell dister emichañs, met da vihanañ un damskeud, ur raktres eus un arzour. N’ouzer ket bete vremañ meur a dra diwar-benn ar hir-herêrezh, hogen ne oa ket peurechu ma nav bloaz pa grogis da blediñ gant ar c’hoariva."

     

  • Lenn e-pad an enkadur

    Kenderc'hel a ra Al Liamm da ginnig deoc'h niverennoù da lenn digoust e-keit ma chomit sac'het er gêr.
    Er sizhun-mañ e kinnigomp deoc'h an div niverenn-mañ:

     - Niverenn 409, ma c'hallot adkavout danevell Lan Tangi, aet Priz an danevell e brezhoneg e Karaez e 2015!
     - Niverenn 416, ma c'hallot adkavout danevell Paskal an Intañv, aet Priz an danevell e brezhoneg e Karaez e 2016!

    Klikit war al liamm AMAÑ.

    Kalon vat deoc'h holl!

     

    Ha bepred war lec'hienn alliamm.bzh!

    Adkavit bremañ traoù ouzhpenn da lenn digoust war ho lec'hienn!

    NEVEZ! Adkavit levrioù diviet da bellgargañ digoust war hol lec'hienn, evel Fri Korloko pe Skol louarn veig trebern 1!
    Adlennit pennadoù bet embannet e niverennoù kozh pe goshoc'h! Ha kinnigit ar re ho pefe c'hoant da adlenn!
    Pennadoù da lenn: atersadennoù gant skrivagnerien pe pennadoù skrivet gante war-eeun. Grit anaoudegezh gant ho skrivagnerien muiañ-karet!
    Dielloù: dielloù a bep seurt (ha diwar-benn brezel 14) kaset deomp gant hol lennerien!
    Preder: skridoù a bep seurt danvez kinniget deoc'h gant skrivagnerien, lennerien ha kement hini en deus c'hoant lodenniñ e breder.
    Heklev Sevenadurel: adkavit bremañ al lodenn "Heklev Sevenadurel" digoust ha da bellgargañ war lec'hienn Al Liamm (A-dreuz lenn, Petra nevez?, Kelaouennoù ha Notennoù)!
    Ar Bibl Santel: troidigezhioù eus ar Bibl gant Maodez Glanndour da bellgargañ digoust, evit lidañ 30 vloaz marv an aozour.
    Ronan Huon: adkavit al lec'hienn gwestlet da Ronan Huon, skrivagner ha bet rener Al Liamm!

    Plijadur deoc'h o lenn ar gelaouenn lennegel ha sevenadurel e brezhoneg penn-da-benn!

    Skipailh Al Liamm

  • Skrivagnerezed 4

    Aezhenn an noz


    Aezhennig flour, aezhenn dispar,
    Buhez an nozioù sioul ha peoc’hus,
    Te ’had ar spi war an douar
    Gant ur pok dous ha karantezus.

    Ar c’hlizhenn a ziskenn ganit
    E kalon ar bleunioù mousc’hoarzhus,
    hag int, ’n ur stouiñ, a ro dit,
    Evel trugarez, o c’hwezh melus.

    Er brouskoadoù sioul ha didrouz,
    Da alan a zihun an delioù,
    O luskellat, ’n o neizhig dous,
    Da vignoned an evnedigoù.

    An eostig-noz, er c’hoad uhel,
    A ginnig dit e son arc’hantet;
    Ha te, laouen, a-denn-askell,
    He doug d’an oabl steredennet.

    Kannerezed, lutuned noz,
    Ganit, pell ’zo, a zo anavet.
    Pet, gwechall er saonenn hag er roz,
    War da askell o deus diskuizhet?

    Pa dremenez ’us d’ar mor bras,
    D’ar merdead, komz eus e vroig
    Kas dezhañ c’hwezh ar balan glas,
    Ha, gant douster, luskell e vagig.

    Ha d’eneoù ar Vreizhiz kozh,
    A wel ennout stad o bro garet,
    Evidomp holl lavar bemnoz:
    «Kouskit e peoc’h, Breizh ne varvo ket!»


    Philomène Cadoret − Filomena Kadored (Koulmig Arvor) (Bonen 1892 − Rostrenenn 1923)
    (Tennet eus Mouez Meneou Kerne, Montroulez, Moulerez ar Gwaziou 1912)

  • Coronavirus − Info

    Chers clients,

    malgré l'épidémie de COVID-19, nous continuons d'expédier vos commandes. Toutefois, nos délais d'expédition sont rallongés.

    Nous vous remercions pour votre compréhension.

  • Coronavirus


    M'emaoc'h sparlet er gêr o troiata hep gouzout penaos tremen hoc'h amzer, na chomit ket da dortal:
    Lennit levrioù brezhoneg,
    Skrivit pennadoù, barzhonegoù pe romantoù,
    Gwellait ho prezhoneg!

  • Skrivagnerezed 3

    Ar stlejer-rouedoù

    E oad? E anv? Morse emichañs, ar c'hoshañ bev n'en doa klevet kaoz eus mare ganedigezh Jos Trichien. Hag abaoe ma 'm eus-me soñj eo bet atav heñvel; oad ebet ne veze graet dezhañ. Ur c'haezh den treut e-giz un askell-groc'hen. Ha kreñv, ken kreñv! Gwisket hañv-goañv gant dilhad lien dislivet ha gleb peurliesañ. Ur mell boned-sigovi ront war e glopenn moal. Ar gasketenn-se, intret gant druzoni ar c'hroc'hen noazh, ho pije graet ganti ur mell kaoteriad soubenn druz! Sur a-walc'h ar boned a oa ken kozh ha Jos e-unan.

    Va amzer bugel, goude ar skol, am eus tremenet eus aod Porzh Laouen betek ar c'hal ront. Hor buhez-ni, bugale ar vartoloded, oa sichennet war vaneadeg ar bagoù. E ti lod eus an dud ne veze debret ar pred bras nemet gant distro an tadoù. Ar vugale a veve a vandennadoù hag a heulie Jos Trichien eus ur penn d'ar penn all d'ar porzh. Rak aze oa e ved da Jos.

    Piv oa Jos Trichien? Ur “paour-kaezh-siwazh”, ganet gwan a spered, dic'hallus dezhañ gounit e vara war ur vag evel e genseurted. Er mare ma vevomp bremañ, diouzhtu evel-just, e vije bet kavet plas dezhañ. Bac'het, dastumet e ti ar re sod prim-ha-prim.

    Frañseza Kervendal

    Marcelle Stephan (Douarnenez 1915 - Ploare 2001)

    (Tennet eus al levr danevelloù “Un aod... ur galon”, Hor Yezh 1987)

     

  • Skrivagnerezed 2

    Ar pesketaer

     

    Ur wech e oa, ur wech ne oa ket hag ur wech e oa bepred hag e oa ur pesketaer paour e anv Maodez al Luron o chom e Ploumanac'h. Paour e oa evel Job; koulskoude 'nevoa nemet e wreg hag eñ da vevañ gant ar frouezh eus e labour. Ur gazeg treut-treut en devoa hag ur gozh gwetur bet en aluzen digant unan eus pinvidien Perroz, na lârin ket e anv. P'an nije tapet un toullad pesked ac'h ae da Lannuon da werzhañ anezhe da gêriz. An holl a anaveze Maodez evit bezañ un den a feson hag un den onest ar seurt na valee ket nemeur war hent Perroz.

    Un devezh deus ar beure e savas abretoc'h evit an devezhioù all evit mont da besketa. Mont a reas ha pa oa erru en ribl ar mor, e kavas ur pesk bihan korf-ruz, unan eus ar bravañ. Tapout a reas anezhañ hep poan, hep e higen nag e rouejoù ha kerkent, ar pesk bihan a gomzas outañ hag a lâras dezhañ:

    “Taol ac'hanon er mor,” emezañ.

    “Na rin ket,” eme Vaodez.

    “Taol ac'hanon er-maez, lâran dit, rak re vihan ac'h on c'hoazh da vezañ pesketaet; kalz brasoc'h evidon a gavi aze er mor.”

    Maodez a sentas outañ hag e daolas er mor.

     

    (Kontadenn war he hed e Kroaz ar Vretoned 10 a viz Eost 1902. Embannet ivez en Al lanv niv. 113 Gouhere 2007)

    Marie-Louise Charran (Kervaria-Sular 1883, Lannuon 1934)

Pages

S'abonner à Blog
trouducru