Kuzul ar Brezhoneg

Groupement d'associations culturelles de langue bretonne

Skrivagnerezed 10

Skrivagnerezed 10

Meavenn
Fant Rozeg / Françoise Rozec

(Brest-Sant-Mark 1911 – Plegastell 2001)

pezh-c'hoari

Marv er gêr


Emeur e ti un den-a-vor e Bro-Leon. Marv eo eizh deiz 'zo. Emañ an intañvez, Liz, oc'h evañ kafe gant c'hoar an hini marv, Chann, a zo plac'h yaouank kozh, ha kemenerez eus he micher. Emaint er sal vras en traoñ, e-touez an arrebeuri eus ar vro hag an holl draoù a vro estren bet degaset gwechall gant an hini marv. A bep seurt ez eus, armoù dreist-holl, ha pennoù koad du renket ingal war ar mogerioù. An noz a zo deuet, koan a zo bet debret. Pell 'zo dija he deus lavaret Chann e rankfe mont d'he gwele, er gambr war lein.

Chann - Nann, Liz, amzer 'zo. N'ouzon ket ha ma 'z oc'h graet eveldon, c'hwi ivez. N'on bet morse evit komz eus traoù sirius goude koan. Chom a reont war va c'halon ha ne c'heller ket kousket goude-se. N'oc'h ket skuizh, c'hwi? C'hoant am eus da vont da gousket, evit gwir...Ya, 'vat, ur banne kafe ho pije c'hoazh? Ne rankfen ket, sur... Ma vijen en ho lec'h e stlapfen an holl banneoù du-se e-barzh an tan. Dañjerus int. Dañjerus int, m'hel lavar deoc'h. Lavaret e vije o deus un dra bennak da lavaret.

Liz - N'int ket bev, Chann. Kemerit un tamm sukr. Petra o dije da lavaret?

Chann - Evel m'o dije gwelet un dra bennak en ti-mañ.

Liz - Meur a dra o deus gwelet... Ho preur a naetae anezho bep Gwener. Ha marv eo d'ur Gwener ivez.

Chann - Ganet d'ur Gwener, marv d'ur Gwener. Pep hini a gav din en deus un devezh dezhañ e-unan e-giz-se... hag ez eus devezhioù a gasaan me, al Lun, ar Merc'her, n'ouzon ket. N'eus ket un devezh hag a zo deoc'h? Nann? Souezhus e kavan ac'hanoc'h, Liz. Mestrez-skol oc'h chomet atav. Lavaret e vije emaoc'h e-touez tud hanter ziot hag hanter zrouk, evel bugale, ha neuze n'hoc'h eus fiziañs nemet ennoc'h... Sellit, sot on bet o kemer kafe ur wech all. Santout a ran va c'halon o piltrotat...

Liz -Skuizh ez oc'h, Chann. Labourat a rit un hanter re.

Chann - O, ne ran ket mui. Dres evel va breur e teuin da vezañ moarvat. Dec'h e selaouen ouzh va c'halon e-pad an noz. Mont a rae evel un treñ patatez diviet. Ne gleven nemeti en deñvalijenn, hag ar razhed...Gwechall Liz, en ti-mañ e oant dañserien dispar, ar razhed. Bremañ int labourerien. Ret e vije deoc'h kaout ur c'hazh pe kemer arsenik. N'hoc'h eus ket soñjet prenañ arsenik morse?

Liz - Nann, sur, perak?

Chann - Met evit ar razhed evel-just.

Liz - Me m'eus aon rak an holl loened.

Chann - E-giz ur gwir vestrez-skol, a lavaran deoc'h, e-giz ur plac'h savet e kêr... Atav ez eus bet razhed amañ. Karout a raen selaou outo e-pad an noz. Soñjet em eus em bugaleaj, a zo bet ken hir.

Liz - Ar bugaleaj a vez bepred re hir.

Chann -Marteze a-walc'h. Hag en ti-mañ e kreden klevet a-greiz-holl, hep soñjal, mouezh va mamm, mouezh va breur. Soñj hoc'h eus eus mouezh va mamm pa oa mezvez?

Liz - Met, Chann...

Chann - Gouzout a ran. Ne oa ket tomm deoc'h. Ur vamm-gaer a c'hell ober n'eus forzh petra. Marv eo avat. Marv eo va breur ivez...Ret eo da bep hini mervel a drugarez Doue. Ha ne vije ket lavaret pa weler an holl ardoù a ra an dud war-lerc'h o zud marv. Daoust hag ez omp graet da badout? Ma ! Petra fell deoc'h, ken iskis eo spered an den....
Pebezh sotoni... Ar marv da skouer, me zo sur e teu deoc'h e-giz ar c'housked pe ur bugel, d'an diaesañ. Ne vije ket diaes lazhañ unan bennak pa ouzer petra eo ar marv e gwirionez.

Liz - Met, Chann...

(Gwalarn, niv. 160, Kerzu 1943)

 

trouducru