Kuzul ar Brezhoneg

Groupement d'associations culturelles de langue bretonne

Al Liamm

Numéro: 
463
Meurzh-Ebrel 2024
Sommaire: 

Setu erru an nevezamzer ! Kanomp laouen !

T. Châtel a ginnig «Kan drouizel an nevezhañv» p’emañ G-A ar C’helleg o vroudañ ac’hanomp da «lakaat tan en hor gitaroù» gant «Ars longa, vita brevis».

Siouloc’h eo an 2 varzhoneg : «Ynom o hyd/Ennomp atav» e kembraeg hag e brezhoneg savet gant A. Karadog ha troet gant K. Roudaut ha D. Stockley.

Pokoù e-leizh eo prest P. Tabuteau, eñ, da ginnig d’e g «Karedig».

 

Stank ha liesliv eo lodenn an danevelloù.

«Tu pe du» a gont buhez un den diskaret gant marv e bried. Feal eo Janig. Reiñ a ra kuzulioù ha nerzh dezhañ. Ha setu Mevel war an hent... ur veaj dic’hortoz aozet gant K. Braz.

Ur c’houblad tud kozh, Youn ha Choun, en un ti kozh ; nag a drouz gant ar berc’hennez o chom a-us ! Yec’hed mat gant «Cahuzac ! pe gwalldonkad ur boutailhadoù gwin gwad hoc’h» hetet deoc’h gant H. Bihan. Siriusoc’h eo enklaskoù P. Marquand aet «War roudoù hol lennegezh kollet».

Baleadenn er paludoù, er geunioù hag en ur gêriadennig divuhez ; gwall nec’het eo baleer «Pep tra en e blas» savet gant D. Bodat.

Un den dibaper war glask un dazont gwelloc’h evitañ hag e familh a zo kontet deomp gant L. Morvan en e zanevell «An harz».

 

Er rann «Istor sokial ar brezhoneg» e studi E. Hupel «Mojennoù ha bidennoù an Ankoù». War ar seblant e oar ar Vretoned c’hoarzhin koulz diwar-benn ar marv hag ar vuhez. Skridoù a bep seurt a laka kement-mañ war wel abaoe pell zo.

Y. Calonec en deus boulc’het ur studiadenn diwar-benn «Istor ar skritur- An Orin», al lodenn gentañ eo.

 

Adkavout a reomp A-dreuz lenn gant H. Latimier – Petra nevez ? gant H. Latimier, Loeiza Duigou ha M. Bouëssel du Bourg – hag an Notennoù a gloz brav niverenn an nevezhañv.

Maison d'édition: 
Tarif: 
Le numéro: 7 € + 1,50 € de frais de port.
8,50 €
trouducru