Trawalc'h!
Pennad klok bet embannet en Al Liamm n°405 - Gouere/Eost 2014.
N’eus ket keit-all em boa lennet ur frazennig souezhus (« Les trois principales revues littéraires, à savoir Brud Nevez, Al Liamm et An Alarc’h, sont liées aux principaux éditeurs Emgleo Breiz et Al Liamm en tête », Mannaig Thomas, Une littérature en dépendances, p.191, in Bretagne linguistique 18, dindan renerezh Ronan Calvez, CRBC-UBO, 2013) diwar-benn ar c’helaouennoù lennegel ’oa meneget teir anezho er pennad : Brud Nevez, Al Liamm hag... An Alarc’h ! Ne ouien ket e oa deuet ti-embann An Alarc’h da vezañ, ken trumm hag ar fouerell goude ur banne sistr klouar, ur gelaouenn lennegel... Da geñver un dezenn diwar-benn Al Liamm (bet kinniget e Brest e 2009) em boa bet tro c’hoazh da glevout (hag an eurvad ’m eus bet da lenn ar rentañ-kont abaoe, ivez...) disklêriadurioù ken souezhus all gant izili ’zo a oa ’barzh ar juri. Un tañva a ginnigan deoc’h amañ...
Ur benveg stourm evit dazont hor yezh eo Al Liamm ha ne c’heller ket asantiñ ken d’ar prederiachoù daouwenneg ha d’an droukkomzoù otus ha tonius diazezet war grak-soñjoù mestroniet fall a vez skignet gant lod. Evel-just n’eo ket bet disi na direbech Al Liamm evel kement oberenn denel. Kavout a reer enni peadra da skodegiñ a-wechoù, da vezañ strafuilhet-mik gwechoù all ha da gounnariñ ivez gant skridoù ne vefent ket embannet hiziv. Ar skridoù-se, avat, a zo da vezañ studiet, burutellet, barnet (ha taget, ma ve ret) hervez meiziadoù o mare ha n’eo ket hervez ar mennozhioù a-vremañ pe hervez sorc’hennoù brizh-skiantel... (...)