Kant liorzh kant giz
Lakaat an natur en o liorzh, setu ar pezh a glask kalzik a dud ober. Awenet eo bet al liorzh a-viskoazh gant an endro hag hirio an deiz, c’hoazh, ma’z int stag an eil ouzh egile, e vo kempoell an disoc’h, un temz kreñv dezhañ. Tennañ splet eus un dachenn ha sevel un aergelc’h a-zoare a sent ouzh pennaennoù termenet gant arz al liorzhoù.
Tuioù a-vil-vern a zo met dibaboù krenn a ranker ober ha heuliañ ul linenn-stur evit ma vefe ur stil o tispakañ.
Renkañ pep a c’horread etrezo (leton, alezioù, leurenn-diskuizh…), kempouezañ ar stummoù, meskañ al livioù hag ober gant terkadurioù ’zo (mogerioù, drefen, girzhier…), tout an temmoù-se a vez komzet diwar o fenn. Pouezus eo ar plant, gouestlet ez eus ur pennad bras dezho en ur lakaat war-wel spesadoù ’zo, arouezius eus o rummadoù.
Kalz a skeudennoù eus ar vro hag eus meur a vro all a ziskuilh liested ha dibarded al liorzhoù. Se a roio, marteze, mennozhioù deoc’h. N’eo ket hepken un afer a varregezhioù hag a beadra, tu ’zo da sevel ul liorzh simpl ha kaer o toujañ da reolennoù ’zo.