Empty

Total: 0,00 €

Kuzul ar Brezhoneg

Gathering breton language associations

Mekanoskrid an Eil Orin

Written by: 

Ar skrivagner pouezusañ hag e-touesk ar re founnusañ eus al lennegezh katalonek eo Manuel de Pedrolo (1918 – 1990).
Desavet e oa bet en ur gêriadenn hag a vez graet L’Aranyó anezhi, ur c’hant kilometr bennak diouzh Barselona en diabarzhvro. E familh a oa a orin jentil ha catalanista.
E-touez ar c’hant levr bennak bet skrivet gantañ e kaver oberennoù skiant-faltazi, barzhoniezh, prederouriezh, c’hoariva, romantoù-polis… Digor e tiskoueze bezañ da holl dachennoù al lennegezh hag an deskamant. Evezhiek e oa ivez ouzh buhez e vro hag ar bed a-bezh.

E 1974 eo bet skrivet Mekanoskrid an Eil Orin, oberenn vrudetañ Manuel de Pedrolo hag al levr moullet ar muiañ e kataloneg. Kontañ a ra ar romant istor ur c’houblad krennarded, Alba ha Dídac, chomet bev goude an Apokalips en deus diouennet an Denelezh. Dibab a reont saveteiñ roudoù ar sevenadur-bet hag adpoblañ an Douar.

Evit an dud deuet hag ar grennarded.

Publisher: 
ISBN: 
978-2-9525135-7-9
Year: 
2013
Number of pages: 
166
Dimensions: 
14,5 x 20,5
Langage(s) of the product: 
Genre: 
14,00 €
trouducru