Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Anna Skolan

Skrivet gant: 

Laouen-kaer eo Winnog Marzhin oc’h ober tro e di nevez-brenet war an aod. Met n’emañ ket pell a-raok dizoleiñ e douar e liorzhig seizh kaier duet gant skritur ar berc’hennez kent. “Anna Skolan eo va anv. Drouklazhet on bet d’ar 21 a viz Mezheven 1961. Dek vloaz e oan. Meur a wech on bet drouklazhet ha dek vloaz e oan pa oan bet drouklazhet evit ar wech kentañ.” Broudet gant ar c’hoant gouzout e klask Winnog a-zevri diluziañ kod kuzh ar c’haieroù, hag e tiskoach ur sekred spontus, hini planedenn skrijus merc’h un noter.

Droukrañs, drougiezh, krizder hag euzhusted an tudennoù a zo taolennet gant komzoù dibrenn a-hed ar romant.

Ti-embann: 
ISBN: 
978-2-38190-005-6
Bloaz: 
2020
Niver a bajennoù: 
192
Ment: 
12 x 19
Yezh(où) ar produ: 
10,00 €
trouducru