Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Nevezentioù

  • Al Lanv

    Niverenn: 
    164
    Meurzh 2023
    Diverrañ: 

    Trauma an Istor ha kleñvedoù bred — Aline Gleoneg
    Preder hollvedel — Youenn Kervalan
    Dielloù evit an istor (7) Breizh-Euskadi : sevel a ra an dud a-benn d’ar moustrerezh — Charlie Grall
    Dorn Irulegi — Padrig an Habask
    Gourdrouzoù a-enep Ar Poc’hêr hebdo — Charlie Grall
    Boazañ ouzh distro ar bleizi da Vreizh — Padrig an Habask
    An aotre da zibab e gredennoù — Paol ar Meur
    Rogoni — Youenn Kervalan
    Marivonig — Youenn Kervalan
    Dudi Job — al Lanv
    Kanour noz — Magali Baron
    Keleier an embann — Alan Botrel
    E Penn ar Wern — Kristian Braz
    Fourradoù avel Kala-Goañv — Jean Kergrist, troet gant Goulc’han Kervella
    Un dro-vale e bro Perpignan — Abeozen, kinniget gant Gwendal Denez
    E korn ur stalenn (18) : Pennadigoù diàr Feiz ha Breiz kozh : un hunvre daet da wir, ur gentel sevended hag ur varnedigezh dispar ! — Daniel Doujet
    Skrivomp englenioù — Iwan Gwegan
    Marchosi — Youenn Kervalan
    Porzh Teolenn — Youenn Kervalan
    Laboused — Jacques-Yves Mouton
    Baleadenn — kemennadenn gant Al Liamm

     

    Ti-embann: 
    Priz: 
    Al Lanv : Le numéro: 8 € + 1,50 € de frais de port
    9,50 €
  • Tan De’i

    Skrivet gant: 
    Tresadennoù gant: 

    Emeur o prientiñ un arvest bras evit lidañ krouidigezh an embregerezh Tan De’i a brodu boestadoù alumetez abaoe 100 vloaz. Birvilh e-leizh a zo gant an dud er Gêr-Uzin.
    Rubinia Pyro, merc’h ar rener, Bohort hag Elvyn, bugale labourerien vunut er Gêr-Uzin a ’n em gav er Forest. Daou voud a zo en o c’hreiz : krennarded int, ya, barrek da dreiñ da loened. Bleiz, broc’h ha kazh-koad a ranko talañ ouzh darvoudoù dic’hortoz ha skrijus. Rak poent bras eo gwareziñ an endro ha paouez da ziskar gwez forzh pegement evit boueta an uzin.
    Youl, ijin hag emglev a gaso anezho war-zu ur pal : saveteiñ an Dervenn Veur, kalon hag ene ar Forest.

    Ti-embann: 
    ISBN: 
    978-2-7368-0161-8
    Bloaz: 
    2023
    Niver a bajennoù: 
    168
    Ment: 
    13x20
    Skignet gant: 
    Coop Breizh
    Yezh(où) ar produ: 
    12,00 €
  • Al Liamm

    Niverenn: 
    456
    Genver - C'hwevrer 2023
    Diverrañ: 

    BARZHONEGOÙ
    Tenerded, gant Yulia BORISOVA
    Triptik, gant Padrig DREAN
    Licht, Leben, Liebe, gant Paskal TABUTEAU

    DANEVELLOÙ
    Div gont a denn, gant Henri DOREL
    Hent ar marv mat, gant Kristian BRAZ
    Kameroun, gant Youn GOURVEZ

    ISTOR SOKIAL AR BREZHONEG
    Istor ur ger : kenfinañ, gant Erwan HUPEL

    EÑVORENNOÙ
    Beaj Iwerzhon (lodenn 5), gant Vefa de BELLAING (bzhg gant Riwanon KERVELLA)

    STUDIADENN
    Un taol-lagad war darvoudoù an Dispac’h Bras e Bro-Oueloù, gant Herve GOUEDARD

    HEKLEV SEVENADUREL
    A-dreuz lenn
    Petra nevez ?
    Notennoù
    Roll pennadoù 2022

     

    Ti-embann: 
    Priz: 
    Le numéro: 7€ + 1,50 € de frais de port.
    8,50 €
  • Enez-ar-Gerveur

    Skrivet gant: 

    Peadra zo da chom boemet gant istor Ar Gerveur, brasañ enezenn Breizh, kontet deomp gant Herve Gouedard. Hiziv an deiz eo an touristerezh a ra brud an enezenn met e-pad meur a gantved en em gavas Ar Gerveur e-kreiz ar freuz pa save brezel etre Bro-C’hall ha broioù estren all.
    Taget e veze dizehan gant morlaeron norman pe saoz ivez ken e oa bet ranket sevel ur c’hastell-kreñv evit difenn an enezenn ha diwezhatoc’h ur wikadell gant Vauban.
    Di e veze kaset a bep seurt tud d’an ti-kastiz : prizonidi bolitikel, galeourien ha fellerien yaouank zoken betek ar bloavezhioù 70.
    Puilh ha liesseurt eo tonkad Ar Gerveur. Goude Enez-Vriad e kendalc’h ar skrivagner tro enezennoù Breizh.

    Ti-embann: 
    ISBN: 
    978-2-7368-0165-6
    Bloaz: 
    2023
    Niver a bajennoù: 
    166
    Ment: 
    13x20
    Skignet gant: 
    Coop Breizh
    Yezh(où) ar produ: 
    12,00 €
  • Karantez ha Karantez ha barzhonegoù all

    Pan oa deuet er-maez Karantez ha Karantez e 1977 e voe un darvoud hag a cheñchas penn-da-benn doareoù al lennegezh vrezhoneg, met ivez doareoù ar gevredigezh vrezhoneg adalek neuze. Evit ar wezh kentañ e lenned hag e selaoued trivliadennoù ur varzhez deuet eus deun he c’hreizon, hep kuzhat tra, hep lakaat ur gwiskamant a bilpouzerezh goulennet ordinal gant reolennoù strizh ar gevredigezh. Gant Naig Rozmor ez eus lakaet aze ur maen-bonn : hiviziken e c’haller komz eus santimantoù, eus aktoù a garantez, eus an darempredoù revel… e brezhoneg ivez. Pell omp diouzh spered Feiz ha Breiz. E vezer gant ur frankiz da zieubiñ ar mennozhioù evel m’eo dleet. Hag ar brezhoneg eo an arm karetañ da Naig Rozmor evit lakaat fraezh ha sklaer he mennozhioù, he soñjoù, he santadurioù. En hent ema reveulzi ar speredoù.

    Ouzhpennet ez eus bet un nebeud barzhonegoù all bet savet goude 1977, barzhonegoù hag a zalc’h gant ar memes spered diyevañ o c’horfkenn d’an dud bac’het en ur gevredigezh strizh.

    Ti-embann: 
    ISBN: 
    978-2-917681-44-2
    Bloaz: 
    2023
    Niver a bajennoù: 
    110
    Ment: 
    14,50 x 20,50
    Skignet gant: 
    Kuzul ar Brezhoneg
    Yezh(où) ar produ: 
    9,00 €
  • Ar Fri

    N’eus fri ebet ken war dremm Kovalev. Difri ha mezhekaet ar paourkaezh major!
    Aet eo e fri da glask gwelloc’h stad ha renk er gevredigezh. Gwelet e vez o paboriñ gant unwiskoù kaer e Sankt-Peterburg ha n’emañ ket e soñj distreiñ war e c’hiz.

    Ur skrid flemmus, farsus, goapaus evel ma oar Nikolai Gogol ijinañ.

    Ti-embann: 
    ISBN: 
    978-2-38190-025-4
    Bloaz: 
    2023
    Niver a bajennoù: 
    44
    Ment: 
    12 x 19
    Skignet gant: 
    Kuzul ar Brezhoneg
    Troet gant: 
    Yezh(où) ar produ: 
    6,50 €
  • Al Liamm

    Niverenn: 
    445
    Meurzh-Ebrel 2021
    Diverrañ: 

    BARZHONEGOÙ
    Ha me o stourm, gant M.A.G.A.
    Marv an Doue, gant Nathan PILARD
    Teir noz ma zad, gant Herve BIHAN
    Puilh, gant Padrig DREAN
    Un nevezamzer ouzhpenn ?, gant MAI-EWEN

    DANEVELLOÙ
    Jos-Per ar Braz... Ar Bezioù..., gant Herve ar GALL
    Lanig Tremenlec’h 4, gant Yves G.KERNALEGENN
    Abadenn skingomz, gant Mark KERRAIN
    Just a gigolo, gant Kristian BRAZ
    Bimbalaoñ, gant Mich BEYER
    Un devezh kaer evit mervel, gant Denez BODAT

    TROIDIGEZH
    An den gwenn kentañ, gant Sally MORGAN (bzhg gant Anaïs HASCOËT)

     HEKLEV SEVENADUREL
    A-dreuz lenn
    Petra nevez ?
    Notennoù

    Ti-embann: 
    Priz: 
    Le numéro: 7€ + 1,50 € de frais de port.
    8,50 €
  • Dremmvro amspis

    Skrivet gant: 

    Maltouterez eo Kathrine en ur porzhig diamen e penn uhelañ Norvegia, stok ouzh harzoù Rusia. Distur ha dizudi a-walc’h e tremen he buhez etre ar gêr, al labour, oaled an dud a vor hag ar pub nemetañ. He faotrig 8 vloaz a gav gwelloc’h bevañ gant e vamm-gozh pe e leztad.
    Un deiz e tiviz Kathrine dilezel bro, bugel ha gwaz ha mont da zispenn roudoù Christian, un Danad e oa chomet e darempred gantañ, dre ar rouedad.
    Mont a raimp d’he heul betek Bro-C’hall, ha dont en-dro ganti d’ar gêr, ma adkavo he mignon a-gozh Morten. Neuze e ranko divizout da vat peseurt ster reiñ d’he buhez.

    Ti-embann: 
    ISBN: 
    978-2-7368-0164-9
    Bloaz: 
    2023
    Niver a bajennoù: 
    156
    Ment: 
    13x20 cm
    Skignet gant: 
    Coop Breizh
    Troet gant: 
    Yezh(où) ar produ: 
    Danvez: 
    12,00 €
  • Hor Yezh

    Niverenn: 
    309
    mars-juin 2022
    Diverrañ: 

    Herve Bihan — Pennad-digeriñ

    Myriam Guillevic — A « rouge » da ruz hag ar c’hontrol

    Yves. G. Kernalegenn — Gallaoueg, brezhoneg ha… kembraeg e Porzhig (Bro-Oueloù)

    Erwan Le Pipec — Poelladennoù e brezhoneg Gwened àr-dro 1815 (2)

    Herve Bihan — Ur c’hantik da santez Anna diembann (c.1660-1670, 1688 & 1689)

    Notennoù lec’hanvadurezh
    H. Seubil gKernaudour — L26.A-zivout an anv-lec’h gouelaouat Porzh-Lazhoù…

    Ti-embann: 
    Priz: 
    Le numéro: 16 € + 1,50 € de frais de port.
    17,50 €
  • Al Lanv

    Niverenn: 
    163
    Diverrañ: 

    Gwirioù mab-den – Aline Gleoneg
    Niveradur 2021 en Hanternoz ha dazont Iwerzhon – Éamon Ó Ciosáin
    Tan ar gasoni • Mahsa Amini • Barselona-Karaez – Youenn Kervalan
    Ar Vretoned skoaz-ouzh-skoaz gant pobloù Mali – Yann-Fañch Kerneis
    Dielloù evit an istor (6) : Breizh-Euskadi : taol rastell 1992 – Charlie Grall
    Katalonia – Charlie Grall
    Éamon de Valera – Loeiz Gwilhou
    Deñved lazhet gant bleizi e Menez-Are – Padrig an Habask
    Glad bev – Paol ar Meur
    Kentañ priz al levr diwar-benn istor Breizh – Al Lanv
    A galon – Youenn Kervalan
    Dudi Job – al Lanv
    Pouchi-poucha – Magali Baron
    Keleier an embann – Alan Botrel
    Prizioù 2022 – Al Lanv
    Krog ha diskrog – Fulup Lannuzel
    Lodenn ar C’hrist – Pol-Yvon Virot
    12 digarez da lenn « E koun Youenn Drezen » – Bernez Rouz
    Ar c’hounifl • Jestrc’hoarierez e Porzh-Loeiz • Ar paourkaezh treu – Jacques-Yves Mouton
    Ninon – Jili
    Medisin ebet ken – Goulc’han Kervella
    An elestr – Marie-Claire Alegoët

    Ti-embann: 
    Priz: 
    Al Lanv : Le numéro: 8 € + 1,50 € de frais de port
    9,50 €
  • Al Liamm

    Niverenn: 
    455
    Du - Kerzu 2022
    Diverrañ: 

    Barzhonegoù
    Gerig d'an Are, gant Fañchig Gwenn
    An eneoù, gant Marsel Diouris
    Jentilez, gant Herve Seubil-gKernaudour

    Danevelloù
    Div silabenn, gant Denez Bodat
    Eured Katell ha Yann (965-2022), gant Christelle Chevallier-Gate
    Ar mezvier mechant, gant Tudi Crequer
    Ma c'haret a rit, Marc'harid!, gant Herve Bihan

    Istor sokial ar brezhoneg
    Termajied ar feiz hag ar brezhoneg, gant Erwan Hupel
     
    Eñvorennoù
    Beaj Iwerzhon (lodenn 4), gant Vefa de Bellaing (bzhg gant Riwanon Kervella)

    Studiadenn
    Dazont an amzer-dremenet eo anvioù ar straedoù?, gant Riwal Huon

    Heklev sevenadurel
    A-dreuz lenn, gant Herve Latimier
    Petra nevez?, gant Malo Bouëssel du Bourg, Magali Baron, Emmanuel Pastori & Herve Latimier
    Notennoù, gant Annaig Kervella & Riwal Huon

     

    Ti-embann: 
    Priz: 
    Le numéro: 7€ + 1,50 € de frais de port.
    8,50 €
  • Beajour ar goañv / Le voyageur de l'hiver

    Skrivet gant: 

    Va mignon e-unan a zeuas da zigeriñ. Kerkent e tamallas din bezañ gortozet ar goañv da zont d’e weladenniñ.
    Mon ami vint lui-même m’ouvrir. Et aussitôt il me reprocha d’avoir attendu l’hiver pour lui rendre visite.

    Embannadur divyezhek eus an danevell a vez gwelet gant lod evel an hini wellañ bet savet gant Roparz Hemon.

    Ti-embann: 
    ISBN: 
    978-2-38190-024-7
    Bloaz: 
    2022
    Niver a bajennoù: 
    58
    Ment: 
    12x19
    Skignet gant: 
    Kuzul ar brezhoneg
    Yezh(où) ar produ: 
    6,50 €
  • L'eau autour des îles

    Skrivet gant: 
    Tresadennoù gant: 

    Kentañ skrid hir war anv Drezen eo An dour en-dro d’an inizi. Skrivet en doa pennadoù evit Le courrier du Finistère ha troidigezhioù evit Gwalarn. Dizonet diouzh pouez an iliz e taolenn amañ darempredoù karantez etre daou zen yaouank gwall zieub o speredoù, ar pezh n’en doa kredet den ebet ober betek neuze. Gant e bluenn gizidik e laka ac’hanomp da loveal etre inizi varzhus ar Mor-Bihan.
    Goulennet en doa digant an arzour Robert Damilot skeudennaouiñ e zanevell gant tresadennoù.
    Ne voe ket tu da embann al levr e 1942, ha n’eo nemet bremañ, bloavezhioù war-lerc’h, da-geñver 50vet deiz-ha-bloaz marv Youenn Drezen e tizoloomp ur skrid kaeraet eus ar c’hentañ.

    Ganet e oa Youenn Drezen e 1899 e Pont-’n-Abad, ha marvet eo e 1972, 50 vloaz zo. Kelaouenner, troer, barzh ha skrivagner ampart anezhañ, ez eo unan eus gwellañ skrivagnerien vrezhonek an XXvet kantved.
    Robert Damilot (1889-1976) en doa labouret e Pariz gant Modigliani hag Utrillo a-raok ar brezel pevarzek. E kêr Gwened e oa deuet da chom tro ar bloavezhioù 20 hag anavezet eo dreist-holl evit e daolennoù war vuhez ar vartoloded er Mor-Bihan.

    Graet ez eus bet 200 skouerenn eus al levr-mañ, niverennet 1 da 200.

    Ti-embann: 
    ISBN: 
    978-2-38190-022-3
    Bloaz: 
    2022
    Niver a bajennoù: 
    80
    Ment: 
    22x15.5
    Troet gant: 
    Danvez: 
    18,00 €
  • Al Liamm

    Niverenn: 
    454
    Gwengolo - Here 2022
    Diverrañ: 

    BARZHONEGOÙ
    An eil marv, gant Jean-Yves BROUDIC
    Graniol, gant JILI
    Distro ur bugel kollet, gant Herve POËNS

    DANEVELLOÙ
    Hent ar c’huzh-heol, gant Kristian BRAZ
    Pozu Funeres, Ar bleizi a yud, gant Herve ar GALL
    E penn an hent, gant Iwan COUÉE

    ISTOR SOKIAL AR BREZHONEG
    Sellout ouzh ar bed gant un daoulagad brezhonek, gant Erwan HUPEL

    EÑVORENNOÙ
    Beaj Iwerzhon (lodenn 3), gant Vefa de BELLAING (bzhg gant Riwanon KERVELLA)

    PREZEGENN
    Kolier an Erminig 2022, gant Olier ar MOGN

    STUDIADENN
    Jakez Kerrien etre feiz ha Breizh (1917-1931), gant Bernez ROUZ

    HEKLEV SEVENADUREL
    A-dreuz lenn
    Petra nevez ?
    Notennoù

    Ti-embann: 
    Priz: 
    Le numéro: 7€ + 1,50 € de frais de port.
    8,50 €
  • Ar Marc'h Dall

    Tost da gant a ganerien hag a sonerien eus Breizh, Korsika hag eus Laz-seniñ Sinfonek Bulgaria a laka ac’hanomp da dremen ur prantad eus ar re gaerañ asambles gant Ar Marc’h Dall, un oberenn veur eus ar sonerezh pobl e Breizh bet sonaozet gant René Abjean.

    Ha gouest e vo hor bro da virout hec’h identelezh, he sevenadur hag he yezh warc’hoazh ? Pe daoust ha dont a raio da vezañ ur « marc’h dall » ha na oar ket dre beseurt hent mont ? Testenn don ha leun a varzhoniezh Job an Irien zo un digarez, evit bihan ha bras, da anavezout gwelloc’h Breizh dec’h hag hiziv ha da empennañ hini warc’hoazh.

    Perzh o deus kemeret Véronique Autret, Gilles Servat, Laz-seniñ Sinfonek Bulgaria, kanerien eus Korsika, toserien Bagad Kemper…

    Ti-embann: 
    12,90 €
  • Zadbora

    Skrivet gant: 

    Abaoe m’emañ Kaheg e penn Liesi, war planedenn Zadbora, n’eo ket brav bezañ barrek ha mailh war an hudouriezh. Ar Skeud a zo karget da lazhañ anezhe holl, kriz ha kalet. Charlez a laka Kaheg da Zoue. Mont a ra da foetañ bro da brezegenniñ ha diheñchet e vo buan eus e roud raktreset.
    Ha ret e vo dezhañ ober evel To’Mhaz, ar c’horr en doa toullet e hent e-unan a-enep da hengoun milvedel e bobl ? Magdalena, ur goantenn eus an dedennusañ, gwech diaoulez, gwech priñsez, a lakao anezhañ da vrellañ !
    Ur redadeg m’eo bet raksoñjet an tennad a-bell zo eo Zadbora. Ha war an hent-se e ranko kement boud kavout e wir anien.

    Ti-embann: 
    ISBN: 
    978-2-7368-0162-5
    Bloaz: 
    2022
    Niver a bajennoù: 
    304
    Ment: 
    13x20
    Skignet gant: 
    Coop Breizh
    Yezh(où) ar produ: 
    14,00 €
  • Ar Steredenn-lostek

    Skrivet gant: 

    Aet eo Nyla da chom e kêr, met ne baouez ket da soñjal en holl draoù a vank dezhi eus he zi kozh. Pa zifoup ur steredenn-lostek e straedoù kêr ha pa grog da lugerniñ ha da greskiñ, n’eo ket Nyla evit chom hep heuliañ anezhi… Met ar pezh a zo evel un dec’hadenn er penn kentañ a c’hellfe bezañ ar pezh a vanke dezhi evit en em santout er gêr a-benn ar fin.

    [+ enrolladenn / + audio]

    Ti-embann: 
    ISBN: 
    978-2-9570027-6-4
    Bloaz: 
    2022
    Niver a bajennoù: 
    40
    Ment: 
    23,7 x 27,7
    Troet gant: 
    Yezh(où) ar produ: 
    14,00 €
  • War hent Jada

    Skrivet gant: 
    Tresadennoù gant: 

    Iris ha Jada a zo gevellezed. En em glevout a reont e pep keñver ha pep tra a zo boutin etrezo : daoulagad kazh heñvel, ur fri ront heñvel, plezhennoù hir heñvel, ur vedalennig heñvel… An draig nemetañ a lak kemm etrezo eo liv o c’hroc’hen. Hini Iris a zo ken sklaer hag ar gwez-kasia, tra ma‘z eo hini Jada ken du hag ar c’hakao. En o c’hêriadenn e vez roet meuleudi d’an hini gentañ dizehan, tra ma vez graet goap ouzh eben. Un deiz, aet skuizh gant ar pikadennoù-se, e tiviz Jada mont da gantreal er c’hoad. Spi he deus da gejañ eno ouzh « bugale an Noz » hag a denn-hi dezho, hervez a lavar alies-tre mamm-gozh...

    Ti-embann: 
    ISBN: 
    978-2-9570027-5-7
    Bloaz: 
    2022
    Niver a bajennoù: 
    32
    Ment: 
    21 x 26
    Troet gant: 
    Yezh(où) ar produ: 
    14,00 €
  • Evel ur milion a valafenned du

    Skrivet gant: 
    Tresadennoù gant: 

    Ade a gav mat ar bazhigoù chokolad, ar balafenned a gar ha sevel goulennoù a blij dezhi. Blev brav-meurbet a zo dezhi ivez, met he c’hamaladezed hag he c’hamaladed-skol a ra goap outo, abalamour ma‘z int disheñvel. Asambles gant he mamm hag he moerebezed e tiskoacho, nebeut-ha-nebeut, braventez ar balafenned manet kousket war he fenn, betek o dinijadeg

    Ti-embann: 
    ISBN: 
    978-2-9570027-4-0
    Bloaz: 
    2022
    Niver a bajennoù: 
    32
    Ment: 
    23 x 27
    Troet gant: 
    Yezh(où) ar produ: 
    14,00 €
  • Disoudardet

    Skrivet gant: 

    En ma-unan emaon fenoz kement hag e c'heller bezañ gant an-unan. O soñjal ennoc'h holl, ennout, e Breizh ken pell. Un tenn trumm, yudadennoù ar marv hag ar follentez nemetken a ziskouez emañ en noz er-maez, an arsailh trubard a ro n'ouzon ket peseurt c'hoant put da vevañ ha da garout...

    Lizhiri ur soudard o tont eus ar brezel, dic’houest d’en em ober en-dro en e vro, un den kozh a rank seveniñ ur bromesa bet graet 40 vloaz a-raok, unan all o kuitaat an hent bras hag en em gavout en ul lec’h dianav dezhañ, ur skipailhad tud o klask skrapañ un den tamallet torfedoù a-enep Mab-Den, ur paotr o stourm ouzh ar razhed en e di p’emañ ar freuz hag ar reuz o ren er-maez, unan all rediet da sevel ur film dindan pemzektez. Tudennoù disheñvel met tonket holl da vont war-raok ha da dalañ ouzh ar skoilhoù lakaet war o hent.

    Ti-embann: 
    ISBN: 
    978-2-9551541-6-8
    Bloaz: 
    2022
    Niver a bajennoù: 
    104
    Ment: 
    14,5 x 20,5 cm
    Skignet gant: 
    Kuzul ar brezhoneg
    Yezh(où) ar produ: 
    Danvez: 
    9,00 €
  • Ar Marc'h Dall

    Tresadennoù gant: 

    Tost da gant a ganerien hag a sonerien eus Breizh, Korsika hag eus Laz-seniñ Sinfonek Bulgaria a laka ac’hanomp da dremen ur prantad eus ar re gaerañ asambles gant Ar Marc’h Dall, un oberenn veur eus ar sonerezh pobl e Breizh bet sonaozet gant René Abjean.
    Ha gouest e vo hor bro da virout hec’h identelezh, he sevenadur hag he yezh warc’hoazh ? Pe daoust ha dont a raio da vezañ ur « marc’h dall » ha na oar ket dre beseurt hent mont ? Testenn don ha leun a varzhoniezh Job an Irien zo un digarez, evit bihan ha bras, da anavezout gwelloc’h Breizh dec’h hag hiziv ha da empennañ hini warc’hoazh.
    Gant ar c’haier pedagogel a gavot e fin al levr e c’hallot ober anaoudegezh gant al laz-seniñ sinfonek, binvioù eus ar broioù keltiek ha teknikoù an enrollañ. An istorour Loeiz Elegoed a gont deoc’h istor ar brezhoneg eus an XVIIIvet kantved betek bremañ.
    Ul levr sonerezh kaer, divyezhek brezhoneg-galleg, skeudennaouet gant Geoffrey Berniolle evit ar familh a-bezh !
    Perzh o deus kemeret Véronique Autret, Gilles Servat, Laz-seniñ Sinfonek Bulgaria, kanerien eus Korsika, toserien Bagad Kemper…

    Ti-embann: 
    ISBN: 
    978-2-913652-86-6
    Bloaz: 
    2022
    Niver a bajennoù: 
    52
    Ment: 
    24,5x24,5
    Skignet gant: 
    Kuzul ar brezhoneg
    Yezh(où) ar produ: 
    22,90 €
  • Miltamm Broadoù keltiek

    Tresadennoù gant: 

    Ur gartenn kaer-eston savet gant Mikael Bodlore-Penlaez en em dommañ ouzh douaroniezh ar broadoù keltiek ha deskiñ en ur c'hoari.

    Gant skoazell Ofis publik ar brezhoneg ha Geobreizh.

    Ti-embann: 
    ISBN: 
    9782913652873
    Bloaz: 
    2022
    Ment: 
    47 x 33
    Skignet gant: 
    Kuzul ar brezhoneg
    Yezh(où) ar produ: 
    15,00 €
  • E Koun Youenn Drezen

    Skrivet gant: 

    D’ar mare ma ne oa ket internet na kennebeut ar pellgomz eo dre lizher ha dre ar paper e eskemme an dud. Youenn Drezen a oa kelaouenner ha war an dro merour Gwalarn, Kornog, Skrid ha Skeudenn. Gouzout a rae ober e vicher : derc’hel, troc’hañ, renkañ. Ur chañs eo evidomp : etre 1917 ha 1972 eo kantadoù a lizheroù en deus bet resevet digant izili an Emsav sevenadurel.
    An teñzor-se en deus sachet evezh izili Bodad-lenn Ti ar vro Kemper ha pelloc’h, ha furchal e-barzh da gaout mel da roiñ boued d’ar vrezhonegerien kar o yezh. Loeiza an Duigou, Padrig an Habask, Bernez Rouz, Éamon Ó Ciosáin, Tudual Huon, Jorj Abherve-Gwegen, Yann Guillamot, Jil Penneg, Fulup Lannuzel a ginnig deoc’h ur sell nevez war brantadoù buhez Youenn Drezen liammet kaer gant emdroadur ar vuhez sevenadurel vrezhonek e kalon ar c’hantved tremenet.


       Taolenn
    1. Drezen-Riou-Kerrien :
        hadenn ar yezh o kellidañ e Bro-Spagn, gant Bernez Rouz
    2. Youenn Drezen hag Emgleo Sant Iltud, gant Jorj Abherve-Gwegen
    3. Beaj Youenn Drezen en Iwerzhon 1925 :
        ar C’hendalc’h Etrekeltiek, gant Éamon Ó Ciosáin
    4. Drezen ha Le Courrier du Finistère, gant Jil Penneg
    5. Jakez Kerrien etre Feiz ha Breizh (1917-1931), gant Bernez Rouz
    6. Youenn Drezen hag ar Seiz Breur, gant Tudual Huon
    7. Ar merc’hed e oberenn Youenn Drezen, gant Loeiza an Duigou
    8. Youenn Drezen, arzour an deskrivañ, gant Fulup Lannuzel
    9. Lusk ar beurunvaniezh, gant Padrig an Habask
    10. Youenn Drezen da seizh avel an ideologiezhioù, gant Bernez Rouz
    11. Youenn Drezen dastumer en e amzer, gant Yann Guillamot

    Ti-embann: 
    ISBN: 
    978-2-916745-49-7
    Bloaz: 
    2022
    Niver a bajennoù: 
    402
    Ment: 
    12,5 x 18,5
    Skignet gant: 
    Coop Breizh
    Yezh(où) ar produ: 
    Danvez: 
    19,00 €
  • Ar Rastellerezh Bras

    Skrivet gant: 

    Breizh a-benn un toullad bloavezhioù ac’hanen. Perak ’ta ez eus Breizhiz bac’het war un enezenn, gwarded oc’h evezhiañ anezho ?

    Fent, dic’hoanag, diskianterezh, spi, hunvreoù, gwirvoud pe faltazi? Kas a ra Bernez Tangi ac’hanomp dre hentoù don un amzer da zont a vo dioutañ pe get.

    Ti-embann: 
    ISBN: 
    978-2-9551541-7-5
    Bloaz: 
    2022
    Niver a bajennoù: 
    88
    Ment: 
    14,5 x 20,5
    Yezh(où) ar produ: 
    9,00 €
  • Mordiern-Vallée 1901-1920

    Dastumet gant: 

    Kenskrivañ. A-raok na deuje sevenadur ar posteloù da ren hon amzer, e veze boas tud ar skrivañ da eskemm lizheroù niverus kenetreze. Ha tud an Emsav o  deus bet graet heñvel, ha stank eo an eostad lizheroù a c’haller pennaouiñ amañ hag ahont. An eskemmoù-se ne oant ket tonket da vezañ embannet, ha seul briziusoc’h a se int dre ma roont barn pe mennozh war darvoudoù o mare gant ar re o devoa produet anezhe. Pinvidik int eta  : diwar-benn ar yezh, evel-just, ha da gentañ penn he flas er gevredigezh hag er c’helenn, pe c’hoazh ha da vat diwar-benn roll al lennegezh vrezhonek en ur bed digoroc’h-digor, hep ankounac’haat munudoù ar vuhez pemdeziek.

    Al levrenn gentañ zo gouestlet d’an eskemmoù etre Frañsez Vallée ha Meven Mordiern (Reun ar  Rouz), adalek penn-kentañ ur c’hantved nevez betek dilerc’hioù spontus ar Brezel Bras (1901-1920). Tud o  devoa bevet reveulzi ur gevredigezh hag he mont endro, met ivez tud o  devoa bevet ur vignoniezh divrall hag a dlee merkañ da vat dazont normativadur ar brezhoneg. Div bluenn a-bouez en istor sevenadurel, lennegel ha sokial ar brezhoneg. Gant al levrenn-mañ, e c’haller kompren gwelloc’h petra ’oa stad an traoù a-raok na deufe Gwalarn (1925) pe c’hoazh Grand dictionnaire français-breton F.  Vallée (1931) war-wel.

    Ti-embann: 
    ISBN: 
    978-2-38190-018-6
    Bloaz: 
    2022
    Niver a bajennoù: 
    116
    Ment: 
    14,5 x 20,5 cm
    Yezh(où) ar produ: 
    10,00 €
  • Territoires, langues, littératures & cultures: confrontations, lectures, translations

    Skrivet gant: 

    Sachañ evezh war an testennoù dornskrivet pe moullet, eus ar XIVvet kantved betek an XXIvet kantved, er yezhoù bihan o zachennoù, en o darempred gant an egor, an amzer, an douaroniezh ha dre vras gant o zreuzkas hag o darempred gant ar sevenadurioù o ren, sed ar pal lakaet d’an torkad-mañ. N’eus ket, en duilhad studiadennoù-mañ, a zizilerc’hted met ar youl da verkañ kement domani lennegel ha yezhel da reiñ tu da gas beaj e-maez kendivizadoù trec’h istor mentrezhet ar Stadoù.
    Fiñv-difiñv, o cheñch yezh, e talc’hont da vont war-du douaroù tost ha war-du tiriadoù yezhoù staliet pelloc’h c’hoazh. Testennoù all, d’o zro, deuet er gouloù e yezhoù all da gentañ, troet er yezhoù-se bihan o zachennoù, diwelus re alies, a deu en-dro leun a demzoù, evel treuzkemmet ha leun a bromesaoù o deus dalc’het d’o zrebaderezh bresk.

    Al labour-mañ zo bet kenurzhiet gant Herve Bihan (Celtic-BLM, Kelenner e Roazhon  2) hag Aurelia Arcocha (IKER – UMR 5478, Kelennerez emerit e Bourdel Montaigne).

     

     

    Ti-embann: 
    ISBN: 
    978-2-917681-58-9
    Bloaz: 
    2022
    Niver a bajennoù: 
    600
    Ment: 
    17x24

    Dibaboù doare kas

    Tarif: 
    28€ + 7€ de frais de port
    35,00 €
  • Didrouz war an treuzoù

    Skrivet gant: 

    « …Pa oa bet degaset d’e spered ar soñj eus an darvoud-se c’hoarvezet d’ur mare ma empente evitañ un dazont ha na voe e hini biskoazh, e tigoras Jean-François un albom luc’hskeudennoù hag a groge gant ar re graet en e vugeliezh kentañ, pa oa c’hoazh er skol-vamm, e penn kentañ ar bloavezhioù tri-ugent. Profet e oa bet dezhañ war-lerc’h marv e vamm, tri bloaz ’oa. » Ha kompren a raio Jean-François ar perag eus e blanedenn dilufr en ur follennata e albom poltredoù ?

    Eus Brest eo Paol ar Meur, ganet eno e 1960. Ul lignez Brestiz a-gozh e oa hini e dad. Brezhoneg a oa gant e dud-kozh a-berzh mamm, labourerien-douar e Kore. Aet e oa war ar vicher paotr-al-lizhiri e kêr e vugaleaj war-lerc’h bezañ bet sammer e tier-post e Pariz. Skrivañ a ra ingal pennadoù liesseurt o danvez evit meur a gelaouenn vrezhonek, rentaoù-kont beajoù pell en o zouesk.

    ISBN: 
    978-2-86863-206-7
    Bloaz: 
    2022
    Niver a bajennoù: 
    62
    Ment: 
    11x18
    Skignet gant: 
    Coop Breizh
    Yezh(où) ar produ: 
    7,00 €
  • Fall an traoù gant ar Bleiz Droch

    Skrivet gant: 
    Tresadennoù gant: 

    Dihunet eo ar Bleiz Droch, ha laouen evel an heol. Siwazh, ne oar ket ar Bleiz Droch e ya fall an traoù a-wechoù pa vez kaer an amzer. Hag e vefe gwelloc’h neuze bezañ chomet er gêr…

     

    Evit ar vugale adalek 5 bloaz.

    Levr da selaou (evit pellgargañ : klik dehou + enrollañ): 
    Ti-embann: 
    ISBN: 
    979-10-90456-61-7
    Bloaz: 
    2022
    Niver a bajennoù: 
    36
    Ment: 
    24,5 x 24,5
    Skignet gant: 
    Kuzul ar Brezhoneg
    Troet gant: 
    Yezh(où) ar produ: 
    12,00 €
  • An dour en dro d'an inizi

    Skrivet gant: 
    Tresadennoù gant: 

    Kentañ skrid hir war anv Drezen eo An dour en-dro d’an inizi. Skrivet en doa pennadoù evit Le courrier du Finistère ha troidigezhioù evit Gwalarn. Dizonet diouzh pouez an iliz e taolenn amañ darempredoù karantez etre daou zen yaouank gwall zieub o speredoù, ar pezh n’en doa kredet den ebet ober betek neuze. Gant e bluenn gizidik e laka ac’hanomp da loveal etre inizi varzhus ar Mor-Bihan.
    Goulennet en doa digant an arzour Robert Damilot skeudennaouiñ e zanevell gant tresadennoù.
    Ne voe ket tu da embann al levr e 1942, ha n’eo nemet bremañ, bloavezhioù war-lerc’h, da-geñver 50vet deiz-ha-bloaz marv Youenn Drezen e tizoloomp ur skrid kaeraet eus ar c’hentañ.

    Ganet e oa Youenn Drezen e 1899 e Pont-’n-Abad, ha marvet eo e 1972, 50 vloaz zo. Kelaouenner, troer, barzh ha skrivagner ampart anezhañ, ez eo unan eus gwellañ skrivagnerien vrezhonek an XXvet kantved.
    Robert Damilot (1889-1976) en doa labouret e Pariz gant Modigliani hag Utrillo a-raok ar brezel pevarzek. E kêr Gwened e oa deuet da chom tro ar bloavezhioù 20 hag anavezet eo dreist-holl evit e daolennoù war vuhez ar vartoloded er Mor-Bihan.

    Graet ez eus bet 200 skouerenn eus al levr-mañ, niverennet 1 da 200.

    Ti-embann: 
    ISBN: 
    978-2-7368-0163-2
    Bloaz: 
    2022
    Niver a bajennoù: 
    80
    Ment: 
    22x15.5
    Yezh(où) ar produ: 
    Danvez: 
    18,00 €
  • Planedenn paotr e bluenn

    Skrivet gant: 

    « Ne c’hellan ket anduriñ pelloc’h chom em c’hoazez. Dav din fiñval, mont ha dont dre ar gambr. Diblegañ ma c’horf evit dieren ma alan, ma c’hreizon skoulmet. Mont betek ar prenestr, ober un alanadenn. Goulenn ur wech c’hoazh digant ar stered reiñ kalon din… »

    Echu eo gant ar brezel 14-18 ha koulskoude e 1920 ez eus c’hoazh tud gloazet a-gorf hag a-spered o klask pareañ. Kleñvedoù-red oc’h ober o reuz, kalonoù frailhet ha diremed, yaouankizoù aberzhet, tonkadurioù kriz.

    Ti-embann: 
    ISBN: 
    978-2-38190-019-3
    Bloaz: 
    2022
    Niver a bajennoù: 
    98
    Ment: 
    12x19
    Yezh(où) ar produ: 
    Danvez: 
    8,00 €
  • Fulenn

    Skrivet gant: 

    Alep, Belfast, div gêr pell mat an eil diouzh eben, ha koulskoude emeur eno en ur bed a gounnar, a gasoni hag a zisfiziañs, en ur bed a zaeloù saotret gant gwad an dud vunut. Daoust hag en em dennañ a raio Mahomed hag e vab, divroidi deuet da glask repu e hanternoz Iwerzhon, en un endro ken feuls?
    E bed an Orañjisted emañ Donavan en e vleud, gwarezi ha feulster a zo bet e lod a-viskoazh. Darvoudoù kriz a vo pennabeg d’e waleur ha marteze a-walc’h d’e zasorc’hidigezh.
    Daoust ha tapet ha brevet e vo Alanna O’Neill, plac’h ar Gaeltacht, stourmerez evit yezh ha sevenadur he bro, en antelloù stignet war he hent?

    Gant kalz mestroni hag ampartiz eo deuet a-benn Yann-Charlez Kaodal da gas al lenner en un endro spouronus alies mat, ur bed ma kejer gant tud a rank mont da-heul o zonkadur kousto pe gousto. Ur bed ma ’z eus un tamm spi da gaout memes tra abalamour da youl lod eus an dud da zegas un tamm peoc’h, levenez ha skoazell d’ar re bet gwallgaset gant ur reuz-buhez kriz.

    Ti-embann: 
    ISBN: 
    978-2-7368-0160-1
    Bloaz: 
    2022
    Niver a bajennoù: 
    188
    Ment: 
    13x20
    Skignet gant: 
    Coop Breizh
    Yezh(où) ar produ: 
    Danvez: 
    12,00 €
  • Al Lanv

    Niverenn: 
    162
    Gwengolo 2022
    Diverrañ: 

    An animism – Aline Gleoneg
    Dielloù evit an Istor (5). Breizh-Euskadi  : darempredoù risklus  ! – Charlie Grall
    Renkadur yezhoù ar bed – azasaet gant Padrig an Habask
    Sorserezh – Yann-Bêr Kemener
    Azoniad ar gevell kollet – Paol ar Meur
    Goulennoù ouzh Marine Lavigne (Alvan & Ahez) – Al Lanv
    Kan-hep-diskan – Youenn Kervalan
    Paolig ar pulluc’her – Youenn Kervalan
    Tan er baradoz – Youenn Kervalan
    Piv e oa hennezh  ? – Youenn Kervalan
    Enough – Youenn Kervalan
    Dudi Job – al Lanv
    Keleier an embann – Alan Botrel
    Kentañ barzhoneg Roparz-Loeiz Hemon – Bernez Rouz
    Na Doue na mestr – Fulup Lannuzel
    E korn ur stalenn (17) : Porteledigoù anevaled (2/2) – Daniel Doujet
    Kan en abardaez-noz – Youenn Kervalan
    Barzhoneg Dogon – Jacques-Yves Mouton
    Ar glav – Jacques-Yves Mouton
    Ar c’hrogad – Jacques-Yves Mouton
    Skrivomp englenioù – Padrig an Habask & Iwan Gwegan

     

    Ti-embann: 
    Priz: 
    Al Lanv : Le numéro: 8 € + 1,50 € de frais de port
    9,50 €
  • Míp ha Blipig

    Skrivet gant: 
    Tresadennoù gant: 

    Míp, war ar blanedenn Veurzh, a drid he c’halon pa resev ur prof deiz-ha-bloaz dic’hortoz a-berzh ar skiantourien war an Douar. Blipig eo anvet he frof — ur robot nij bihan bitik, moutik, skedus ha speredek — ur mignon evit Míp a zo bet ouzhpenn bloaz hec’h-unan war ar blanedenn Veurzh. Perak, neuze, eo ken digalonekaet Míp pa zegouezh ur mignon nevez ?

    Ti-embann: 
    ISBN: 
    978-2-916745-47-3
    Bloaz: 
    2022
    Niver a bajennoù: 
    32
    Ment: 
    28x22
    Skignet gant: 
    Coop Breizh
    Yezh(où) ar produ: 
    13,00 €
  • EN AMZER VRAS

    Skrivet gant: 
    Tresadennoù gant: 

    Sadorn vintin ! Nag a blijadur en do Lanig o c'hellout chom gourvezet war ar sofa o sellout ouzh tresadennoù bev en tele. Mammig, avat, n'eo ket a-du tamm ebet !

    Goude ober penn fall un tamm eo aet Lanig gant e vamm hag e c'hoar d'ober un droiad en amzer vras. Hag a-benn ar fin n'eo ket bet ken displijus-se hag eo echuet mat !

     

    Ti-embann: 
    ISBN: 
    978-2-916745-48-0
    Bloaz: 
    2022
    Niver a bajennoù: 
    32
    Ment: 
    28x22
    Skignet gant: 
    Coop Breizh
    Troet gant: 
    Yezh(où) ar produ: 
    13,00 €
  • Jarl Priel

    Skrivet gant: 

    Jarl Priel (1885-1965) a oa anv-pluenn Charles Tremel, Tregeriad eus Priel, e-kichen Landreger.
    E eñvorennoù bet embannet un toullad bloavezhioù zo, Va zammig buhez (1954 & 1975), Va buhez e Rusia (1955) hag Amañ hag ahont (1957) a zo strollet evit ar wech kentañ en ul levr.
    En e skridoù dibar e kont gant fent ha teneridigezh e vugaleaj hag e vuhez skoliad e Landreger. Paotr-e-vil-vicher eo bet ivez; martolod ha soner war un dro, kelenner galleg e Rusia, troour evit an arme, komedian ha sekretour e bed ar c’hoariva e Pariz, skrivagner ha saver pezhioù-teatr e brezhoneg hag e galleg. E meur a vro en devoa bevet ivez, Aljeria, Polonia…
    Buhez ur gwir globe-trotter : evel-se, en teir levrenn en unan, e reer anaoudegezh gant testeni prizius un den en e amzer, unan hag a gont dimp darvoùdoùigoù ha fedoù c’hoarvezet en Europa a-raok ar brezel-bed diwezhañ ha darn anezho nebeut anavezet betek-henn. Ha kement-mañ en ur yezh yac’h, gwevn, leun a fent, pinvidik, aes da lenn.
    Jarl Priel a zo unan eus skrivagnerien glasel al lennegezh vrezhonek.

    Ti-embann: 
    ISBN: 
    978-2-38190-021-6
    Bloaz: 
    2022
    Niver a bajennoù: 
    564
    Ment: 
    14,5 x 20,5 cm
    Skignet gant: 
    Kuzul ar brezhoneg
    Yezh(où) ar produ: 

    Dibaboù doare kas

    Tarif: 
    20€ + 7€ de frais de port
    27,00 €
  • Al Liamm

    Niverenn: 
    453
    Gouere-Eost 2022
    Diverrañ: 

    An dour, un teñzor lennegel, gant Annaig KERVELLA

    KENSTRIVADEG
    Bec’h d'ar pluennoù !, gant Ti ar Vro Kemper
    Ar poull-neuial, gant Gwenvred LATIMIER-KERVELLA
    Feunteun ar burzhudoù, gant Jean Le CLERC de la HERVERIE
    An eil elfenn, gant Tangi LEGÂVRE

    AN DOUR EL LIAMM
    Gwazhig, gant Ronan HUON
    Aze an dour a oa sklaer ha klouar, gant Sten KIDNA
    Bugel ar glav, gant MAI-EWEN
    Toull an dour, gant Tudual AUDIC
    Kof ar mor, gant Milio LATIMIER-KERVELLA
    Tud en dour, gant Joël DONNART
    Ar skluzioù, gant Ronan HUON

     

    Ti-embann: 
    Priz: 
    Le numéro: 7€ + 1,50 € de frais de port.
    8,50 €
  • Geriadur brezhoneg-alamaneg hag alamaneg-brezhoneg Bretonisch-deutsches und deutsch-bretonisches wörterbuch

    Skrivet gant: 

    Er geriadur-mañ e kavor:
    - ouzhpenn 36 000 pennger gant troioùlavar ha krennlavarioù
    - treuzskrivadur fonetek evit ar brezhoneg hag an alamaneg;
    - taolenn ar verboùag an araogennoùvit ar brezhoneg.

    Dieses Wörterbuch beinhaltet:
    - über 36 000 Stichwörter mit Redewendungen und Sprichwörtern;
    - phonetische Angaben zur Aussprache der bretonischen bzw. deutschen Stichwörter;
    - Tabellen zur Erläuterung der Deklinationen von bretoni- schen Grundpräpositionen sowie Konjugations-tabellen.

    ISBN: 
    978-2-86863-205-0
    Bloaz: 
    2022
    Niver a bajennoù: 
    1 168
    Ment: 
    10.5 x 14.8 cm
    Skignet gant: 
    Coop Breizh
    Yezh(où) ar produ: 

    Dibaboù doare kas

    Tarif: 
    22€ + 6€ de frais de port
    28,00 €
  • Renabl peuzhollek an netraigoù

    Skrivet gant: 

    « An notennoù a gavor el levr-mañ a zo bet savet gant un den anvet Herry Goulard. Anavezet em eus anezhañ – ken un tammig bihan avat. Sed penaos em boa graet anaoudegezh gantañ : e-pad un dek vloaz bennak en deus bet graet, amañ, e Sant-Brieg, war-dro ur strolladig tud war an oad hag a glaske adperc’hennañ ar yezh a oa bet hini o bloavezhioù kentañ, ur yezh hag a oa bet peuzankounac’haet gant lod anezho.
    Pa varvas, e verc’h a deuas da’m gwelet. Kavet he doa, e-touesk paperioù he zad, un teul, ennañ notennoù bet savet e brezhoneg. War golo an doug-dielloù e oa dastumet an notennoù ennañ, en doa skrivet Herry un titl e lizherennoù tev : Renabl peuzhollek an netraigoù. »

    Herve Gouedard

    Ti-embann: 
    ISBN: 
    978-2-7368-0159-5
    Bloaz: 
    2022
    Niver a bajennoù: 
    238
    Ment: 
    13x20
    Skignet gant: 
    Coop Breizh
    Yezh(où) ar produ: 
    12,00 €
  • Al Lanv

    Niverenn: 
    161
    Even 2022
    Diverrañ: 

    Skoilhoù bras war an hent : Hanternoz Iwerzhon goude an dilennadeg – Éamon Ó Ciosáin
    E toull-dor an ifern – Youenn Kervalan
    Boutegad an diaoul – Youenn Kervalan
    Devezh goañv – Youenn Kervalan
    Arabat deviñ ar sorserezed – Aline Gleoneg
    Sorserien ha sorserezed – Paol ar Meur
    E Breizh pe e Korsika. An emrenerezh, an alc’hwez ! – Charlie Grall
    Redadeg 2022, eizhtez war-vourzh ar SKaR – Al Lanv
    Goulennoù ouzh Gael Roblin – Al Lanv
    Ar bleizi a zo distro da Vreizh – Padrig an Habask
    Divezañs – Youenn Kervalan
    Sul Fask – Youenn Kervalan
    Dudi Job – al Lanv
    Ivarh – Magali Baron
    Keleier an embann – Alan Botrel
    Emmanuel Robles – Goulc’han Kervella
    Keraodren – Kristian Braz
    E korn ur stalenn (16) : Porteledigoù anevaled (1/2) – Daniel Doujet
    Ráth Luirc (Charleville) – Kristian Braz
    Boutcha. Klod d’an alouber. C’hwezhañ a ra ar gwalarn. Gortoz a rae anezhi – Jacques-Yves Mouton
    Skrivomp englenioù – Padrig an Habask & Iwan Gwegan

     

    Ti-embann: 
    Priz: 
    Al Lanv : Le numéro: 8 € + 1,50 € de frais de port
    9,50 €
  • Al Liamm

    Niverenn: 
    451
    Meurzh-Ebrel 2022
    Diverrañ: 

    BARZHONEGOÙ
    Ludu ar Merc’her, gant KERVALAN
    Barzhonegañ 2, gant Stefan CARPENTIER
    Hirvoudoù miz Du, gant Fulupig an DU

    DANEVELLOÙ
    Ar vran hag ar valafenn, gant Gael BRIAND    
    Rask, rask, hep e Bask !, gant Dewi SIBERIL
    Moussa, gant Kristian BRAZ

    ISTOR SOKIAL AR BREZHONEG
    Ar brezhoneg er skolioù-meur : tammig-ha-tammig, gant Erwan HUPEL

    TESTENI
    Ar chomadenn skrivañ en tour-tan, gant Loeiza an DUIGOU

    EÑVORENNOÙ
    Beaj Iwerzhon (lodenn 1), gant Vefa de BELLAING (bzhg gant Riwanon KERVELLA)

    HEKLEV SEVENADUREL
    A-dreuz lenn    
    Petra nevez ?    
    Notennoù   

    Ti-embann: 
    Priz: 
    Le numéro: 7€ + 1,50 € de frais de port.
    8,50 €
Subscribe to Nevezentioù
trouducru