Bar Abba
Skrivet gant:

Piv eo Bar Abba ? Hervez ar Bibl en defe Pilatus, Gouarnour roman Judea, kinniget da Veleien-Veur Jeruzalem dibab ur prizoniad a vefe laosket da vont. Piv dibab ? Yeshoua an Nazôrean n’en doa kavet Pilatus netra da damall outañ, pe Bar Abba bet toullbac’het gant dispac’herien all, muntrerien anezho ?
Dibabet e voe Bar Abba...
Deuet eo a-benn Yann Bijer da reiñ korf, spered ha kalon da Var Abba, taolenniñ e vuhez e pep keñver en ur prantad luziet ha kriz eus istor Yuzevien Palestina. Divoutin ha fromus eo an dudenn bet krouet gant Yann.
Aet eo ar priz kentañ gant an oberenn-mañ da geñver Prizioù dazont ar brezhoneg 2017.
Ti-embann:
ISBN:
978-2-7368-0119-9
Bloaz:
2016
Niver a bajennoù:
256
Ment:
13x20
Skignet gant:
Coop Breizh
Yezh(où) ar produ:
Danvez:
14,00 €