Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Du evel an noz liesliv

Froudennoù ar pemdez a vez kuzhet en o flegoù poanioù Mab-den. Bed an hun hag an dihun a c’hoarvez ganto bezañ gwall vesket. En daouzek danevell a ya d’ober Du evel an noz liesliv, ez eus kont eus tud en em gav en ur c’hoashent eus o buhez :
ur sterner difredet o folliñ, ur c’higer deuet da vezañ debrer-linad, ur vaouez kozh boureviet gant he merc’h-kaer, ur paotr o c’hoari floc’h daoust d’e oad kaset mat, ur c’hrennard a c’hounez e damm kreun o kontañ muntroù war ar rouedad...

Gant ur meudad fent ha kalz a deneridigezh e liv an aozer gwalldroioù e dudennoù. Estrañjourien a lavarfed omp kouezhet war o hent an deiz kent...

 

Ti-embann: 
ISBN: 
978-2-7368-0125-0
Bloaz: 
2017
Niver a bajennoù: 
136
Ment: 
13 X 20
Skignet gant: 
Coop Breizh
Yezh(où) ar produ: 
Danvez: 
12,00 €
trouducru