Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

France, Ireland and Rebellion

Eil levrenn prezegenn an Afis dalc'het e Skol-Veur Cork e miz Mae 2009 diwar-benn :"Bro-C'hall, Iwerzhon hag an Emsavadeg". Al levrenn gentañ : “War of the words: literary rebellion in France and Ireland”, a blede gant doareoù lennegel ar sujed. Al levrenn-mañ, hi, a zo gouestlet d'an danvez istorel. Pal an oberourien eo studiañ ar c'hemmoù bras a zo c'hoarvezet en XVIIIvet ha XIXvet kantved e Bro-C'hall hag en Iwerzhon - kemmoù hag o deus bet ul levezon a-bouez war al liammoù etre an div vro - ha studiañ penaos en em wele an div vroad pep hini diouzh he zu, hag al levezon ideologel diwanet diwar an darempredoù etrezo. Dielfennet e vez an darvoudoù pouezusañ e tamm kentañ al levr, hag en eil tamm penaos e c'hell taolennadur an emsavadegoù levezoniñ ha broudañ emdroadurioù.

Ti-embann: 
ISBN: 
978-2-917681-13-8
Bloaz: 
2011
Niver a bajennoù: 
168
Ment: 
14,5 x 21
Danvez: 
10,00 €