Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Kanoù noz

Skrivet gant: 

Ganet e oa bet Friedrich Hölderlin e Lauffen-am-Neckar er bloaz 1770. Kas a reas e studi war an doueoniezh e Tübingen, war un dro gant Schelling ha Hegel. Heuliañ a reas ivez kentelioù Fichte en Iena, er bloavezhioù 1794-1795, lec’h oa bet kaset da vezañ mestr-kelenner prevez gant sikour Schiller. E 1796 e kavas Hölderlin ur post kelenner prevez e tiegezh ar bankour Jakob Gontard, e Frankfurt. Ret e voe dezhañ mont kuit e 1798, avat, en abeg d’an darempredoù karantezus a oa bet ganet etrezañ ha Suzette Gontard, gwreg ar bankour, a vez graet Diotima anezhi gant Hölderlin en e varzhonegoù hag en e romant Hyperion. E Bourdel e oa pa glevas e oa aet da anaon Suzette, ha diwar an darvoud kañvus-se e pegas an drevari e-barzh buhez ar barzh. Kavout a reas bod e ti ur munuzer e Tübingen, ma kasas 36 bloaz diwezhañ e vuhez ha ma varvas en dienez e 1843. 

Ti-embann: 
ISBN: 
978-2-917681-28-2
Bloaz: 
2015
Niver a bajennoù: 
76
Ment: 
14,5 x 20,5
Yezh(où) ar produ: 
Danvez: 
10,00 €
trouducru