Milendall
Skrivet gant:

Pa oa bet prenet Maner Traoñaod gant Katelin, ar skrivagnerez vrudet, ne ouie ket pegement e oa he buhez o vont da cheñch, rak en-dro d’ar maner-se e oa ur pezh mell liorzh dilezet. Ha broudet gant ar c’hoant da reiñ he lufr kent dezhi, setu degouezhioù kevrinus da c’hoarvezout, tud souezhus — bet pe o ren — da gemer o lec’h en he bed. Bec’h he devo oc’h en em zibab e milendall he liorzh, hini an amzer, hag hini he buhez.
Goude Ar Gariadez Vaen, bet tapet Priz Langleiz 2007 gantañ, e kinnig Yann Fulub Dupuy dimp amañ e eil romant. Anavezet mat eo ar skrivagner abaoe e levr-testeni Par dibar deuet er-maez e 2006.
Ti-embann:
ISBN:
978-2-916835-52-5
Bloaz:
2013
Niver a bajennoù:
450
Ment:
12x19
Yezh(où) ar produ:
Danvez:
14,00 €