Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

TORKAD - Dibab skridoù tennet a leenegezh Bro-Gwened

Skrivet gant: 
Dastumet gant: 

Kavet e vo amañ un dibab testennoù tennet a oberoù skrivagnerion a Vro-Gwened.

Lod ag ar skrivagnerion-se a zo anavet, brudet zoken evit un dornad anezhe, lod arall a zo dianav pe dost.

Brudet eo Loeiz Herrieu, Yann-Vari Heneu, brudet eo Yann-Ber Kalloc'h ivez. Anavet eo Loeiza ar Meliner ha Roperzh ar Mason, met bihan a dud a anav Jozeb Seveno, Anna Jehanno, Matelin ar Gallig, Pier Tangi... Ha piv en deus bet tro da lenn lod ag ar pezh a zo bet skrivet a-c'houde, lakaomp, an XVIIIvet kantved ? Stank eo neoazh ar Wenedourion o deus lakaet o fluenn da labourat : 142 skrivagnour a Vro-Gwened a gaver e levr Lukian Raoul Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien vrezhonek. Ret eo lakaat oc'hpenn an dud o deus skrivet er blezioù diwezhañ-mañ, ar skrivagnerion oberiant hiriv an deiz : ar re yaouankañ anezhe a vo kavet e dibenn ar levr-mañ, e penn ar chadenn, rak ur chadenn eo, didorr abaoe meur a gantved. Dalc?homp da labourat evit na dorro biken !

Ti-embann: 
ISBN: 
978-2-916745-31-2
Bloaz: 
2019
Niver a bajennoù: 
812
Ment: 
24x15,5
Skignet gant: 
Coop Breizh
Yezh(où) ar produ: 

Dibaboù doare kas

Tarif: 
35€ + 6€ de frais de port
41,00 €