Udora, pe afer an ed du
Skrivet gant:

Emaomp er pevare milved. Emañ Bob Danteg ha Mike Skouarneg, gwellañ poliserien Polis an Egor, o leuriañ war Eda, planedenn an ed-du. O c’hefridi, kavout trafikerien a vez o werzhañ ed-du farlotet, un dismegañs vil graet da broduerien an ed-du ofisiel, aotreet gant ar Republik Veur hollc’halloudus. Gant skoazell efedus robotoù ha nanntud e ranko an daou boliser kantren dre an egor war roudoù ar blanedenn Udora – ma ’z eus anezhi – ha dispenn ar viltañsoù-se.
War don ar fent hag ar godis en deus Paskal an Intañv savet ur romant a c’hellfed heñvel diwar goveliañ gerioù nevez : “diskiant-faltazi” pe “skiant-fentazi”.
Ti-embann:
ISBN:
978-2-7368-0111-3
Bloaz:
2015
Niver a bajennoù:
144
Ment:
13x20
Skignet gant:
Coop Breizh
Yezh(où) ar produ:
Danvez:
12,00 €