Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

A-ziwar Logod ha Tud

Skrivet gant: 

Foeterien-hent, devezhourien o vont war-lerc’h o boued a ranch da ranch e Kalifornia ar bloavezhioù 1930 eo George ha Lennie. Bihan ha lemm e spered eo an eil, ramzel ha « ganet ’fin ar sizhun » egile. Evel kalz tud evelto emañ e korn o fenn hunvre ur feurm vihan a c’hellfent bevañ didrabas warni. Niverus avat ar skoilhoù war hent ar baradozig-se. Daoust ha dont a raio o hunvre vrav da wir ?

E pennober milvrudet John Steinbeck « Of Mice and Men », kreñv ha rust e yezh evel buhez kalet an dud a zo ennañ, e vo heuliet planedenn griz hon daou haroz hag hini an tudennoù all, Slim, Candy, Crooks, Curly ar fallakr hag e wreg re goant.

Troet e brezhoneg gant Kristian Braz.

ISBN: 
978-2-86863-167-1
Bloaz: 
2013
Niver a bajennoù: 
150
Ment: 
11 x 18
Skignet gant: 
Coop Breizh
Troet gant: 
9,00 €