Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Skol Ober

Prezidant: 
Gerard Cornillet
Chomlec'h: 
Skol Ober c/o Kuzul ar Brezhoneg Espace Volta 2 1 rue Ampère 22300 Lannion
Pellgomz: 
+33 (0)2 96 48 03 00
Postel: 
skolober@brezhoneg.org

Abaoe 1932 e kinnig Skol Ober kentelioù brezhoneg dre lizher. Gant an doare-se o deus gallet ur bern tud deskiñ komz, lenn ha skrivañ hor yezh ker.
Bremañ e kinnig ivez Skol Ober kentelioù dre bostel a-benn aesaat an deskiñ ha tizhout kalz muioc'h a dud, dreist-holl ar re yaouank hag a fell dezho adperc'hennañ yezh o zadoù-kozh.
Un doare divoutin hag aes eo da zeskiñ brezhoneg er gêr, hervez amzer pep hini ha d'ur priz izel.
Bez e c’heller lakaat e anv a-hed ar bloaz. Ar skolidi a gas o labour skrivet da reizhañ pa garont.
Ar c'hentelioù zo kenkoulz d’an dud vras evel d’ar grennarded, d’ar skolidi ha d’ar studiereien a fell dezho deskiñ, addeskiñ pe gwellaat yezh ar Vro. Ar gelennerien a zo aze evit difaziañ, met ivez reiñ alioù hag evezhiadennoù.
Skolidi 'zo n'hellont ket kaout kentelioù en o skolioù ; neuze o labour a c'hell bezañ notennet ma 'z eo a-du renerezh ar skol.

5 live brezhoneg.
1 live kembraeg evit an deraouidi (e brezhoneg).

Subscribe to RSS - Skol Ober
trouducru