Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Al Liamm

Niverenn: 
390
Genver-C'hwevrer 2012
Diverrañ: 

Numéro 390 Eostad an Ankoù a zo bet kalz re fonnus er mizioù tremen. Un dlead e oa d’Al Liamm enoriñ unan eus ar re o deus labouret ar startañ evit Breizh hag ar brezhoneg en 20vet kantved : Per Denez. Tudual Huon a lavar Kenavo d’an heñcher ha d’ar stoumer. Div varzhoneg a zoug brid d’ar Breizhuhelad : Baleer ar Pradoù-sall gant Kervalan ha Marc’h-blein gant Jili Boucherit. Lenn a reer gant from div varzhoneg diwar zorn Per Denez : An eñvor e askilli torret ha Glenmor. Al lodenn Eñvorennoù a ginnig 5 pennad dedennus, plijus ha fentus ivez, evel ma ouie Per Denez bezañ : P.D. hag ar gelaouenn Al Liamm gant Tudual Huon, P.D. evel ma oa gant Herve Bihan, Un emgav gant P.D. gant Rita Williams, War hentoù Breizh gant P.D. gant Martial Ménard ha Toñtoñ Per gant Nolwenn Korbell. Ur studiadenn anvet Per Denez gant Ian Press a zeu da heul. Hag e koun ar Breizhad oberiant ha difaezhus e skriv Peter Berresford Ellis P.D., keneil ha gouizieg : ur pennad koun personel, Jean-Louis Latour Kenavo, Aotrou Per Denez, Immaculada Fabregas I Alegret P.D. ha Jordi Pujol : daou ezel eus Urzh an Erminig, heñvel o mennozioù ha Yann Bouëssel du Bourg Ar marc’heg diwezhañ. Ya, evit kement hini en deus bet tro da zaremprediñ Per Denez a-dost pe a-bell e chom ennañ koun ar c’helenner, ar skouer, ar mignon, an heñcher, ar mestr, ar skrivagner... Skeudenn un den nerzhus hag hegarat a gare Breizh hag he zud. Ar poltridi bet degaset gant Herle Denez a zegas pouez hag a zo dielloù eus an talvoudusañ. Kavet e vo ivez ar rubrikennoù boas : A-dreuz lenn, Petra nevez ?, Kelaouennoù ha Notennoù. Un niverenn a zalvoudegezh.

Ti-embann: 
Priz: 
Le numéro: 7 € + 1,50 € de frais de port.
8,50 €
trouducru