Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Al Liamm

Niverenn: 
426
Genver-C'hwevrer 2018
Diverrañ: 

Pelec’h emañ an eien glan ? Gant ur fichell wevn e vo diskoachet, eme G. Ihuellou en he barzhoneg Fichell-fichellig. Da heul e teu Ar galon c’hoañver gant Y. Guillamot ha Va Nevedennig gant Kervalan. Kanaouenn F. Lannuzel Gwerz Sant Eosten a zo war don un hunvre leun a loened mojennel.

Div zanevell a zo bet priziet e koñkour danevelloù KLT 2017 : N’on ket evel ar re all gant P. an Intañv ha Sorc’henn gant Y. ar Gov. War danvez ar follentez e oa da bleustriñ. Lakaet o deus paotredigoù da vevañ gant ampartiz pe fent. Gant danevell Y. Gerven Ar c’herzed sa Canossa, e pleustrer an hent da dapout evit lakaat e zibaboù buhez da vezañ degemeret.

Ur skrivagner puilh a fed skridoù a gaver er rann Skrivagnerien, al Leonad Mikael Madeg, ar blijadur skrivañ istorioù. Ur studiadenn blijus a zo bet savet gant C. Choplin Dornad plu ar barzh divroet, diwar benn Youenn Gwernig, ha studi e skridoù bet bodet en Un dornad plu, e 1997.

El lodenn ziwezhañ Al Liamm e kaver A-dreuz lenn ha Petra nevez ? Un digarez da ginnig un druilhad levrioù bet lennet ha dielfennet gant ar skipailh. Heuliet int gant an Notennoù. Talvoudus e vo roll klok ar pennadoù bet embannet e 2017 el Liamm, urzhiet dre zanvez ha dre skrivagner.

Ti-embann: 
Priz: 
Le numéro: 7 € + 1,50 € de frais de port.
8,50 €