Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Al Liamm

Niverenn: 
427
Meurzh-Ebrel 2018
Diverrañ: 

Ur skeudenn gwenn ha du a weler war ar golo ar wech-mañ. Ur paotr yaouank o tougen banniel ar vro. Divi gKervella eo. Ul lodenn eus an niverenn a zo gouestlet d’ar Breizhad oberiant aet kalz re abred diouzhimp. Pennadoù fromus a zo gant H. Seubil-gKernaudour ha G. Latimier-Kervella, pennadoù all o tisplegañ piv e oa al labourer kuzh hag uvel hag an den leun a ouiziegezh, gant O. ar Mogn ha M. Bodlore-Penlaez. Barzhonegoù kaer a zo en e enor bet savet gant H. Bihan, I. Poho ha L. Rastell ha H. Seubil-gKernaudour.

Al lodennoù kustum a gaver evel-kent, div varzhoneg Ar soner dizanv gant K. David ha Talvoud gant F. Gwenn. Teir danevell disheñvel-tre a zo bet dibabet ar wech-mañ: Mervel war doenn ar bed gant K. Braz, Ne lârin da zen gant R. Huon ha War blasenn Independència gant PE Marais.

Ober a reer anaoudegezh gant ur skrivagnerez yaouank, kanerez ha komedianez: Loeiza Beauvir, Sonerezh ar yezh, er rann Skrivagnerien.

Ur studiadenn a zegas sklêrijenn war ur prantad skrijus eus istor Europa ha war tonkad tud bet breset gant darvoudoù brezel a zo kinniget gant J. Hellinx: Zink, pe penaos e kemmas ur metal prizius red an istor.

A-dreuz lenn ha Petra nevez? a zegas boued lenn ha preder da neb a gar lakaat e fri el levrioù pe gouzout hiroc’h war an embannadurioù nevez. An Notennoù a zeu da heul. Un niverenn a bouez ha liesseurt eo an niverenn-mañ.

Ti-embann: 
Priz: 
Le numéro: 7 € + 1,50 € de frais de port.
8,50 €