Empty

Total: 0,00 €

Kuzul ar Brezhoneg

Gathering breton language associations

Formation Stumdi

Date(s): 
06/09/2015 to 18/09/2015
STUMMADUR  : AR BINVIOÙ EVIT RAKSKRIVAÑ SENARIOIOÙ
Eus ar 6 d'an 18 a viz Gwengolo 2015.
 

PETRA ?
Ur stummadur war ar binvioù evit rakskrivañ senarioioù.
Ur c'henlabour etre Stumdi, Dizale, hag ar Groupe Ouest.

Sizhunvezh kentañ (e Groupe Ouest e Plouneour-Trez) : pazennoù evit deskiñ sevel ur film, pinvidikaat o barregezhioù da gaout mennozhioù...
Eil sizhunvezh (e Stumdi e Landerne) : atalieroù skrivañ e brezhoneg a vo kinniget.

GANT PIV?
Ur senarier a-vicher ha stummerien eus Stumdi barrek war ar skrivañ e brezhoneg.

EVIT PIV?
Evit kement hini en deus skiant-prenet war ar sevel skridoù : senarier, aozer-sevener, teknikour sinema, skoazeller skrivagner brezhonek, kelennerien, stummerien, kazetennerien.

Kavit e pezh-stag ar programm klok  hag ar fichenn enskrivañ.
Trugarez d'o dreuzkas d'ho rouedad !

ENSKRIVADURIOÙ : Leugnit ar fichenn enskrivañ stag ouzh ar programm ha kasit anezhi gant ur CV hag ul lizher emginnig da Stumdi (bzh.stumdi@wanadoo.fr pe chomlec'h amañ dindan) a-raok an 9 a viz Gouere 2015.

En français : une formation dédiée aux personnes bretonnantes ayant de l'expérience dans la rédaction : scénaristes, réalisateurs, techniciens du cinéma, assistants écrivain en breton, professeurs, formateurs, journalistes. Cette formation se déroulera du 6 au 18 septembre 2015 à Plounéour-Trez et Landerneau. Merci de diffuser l'information. Les dossiers sont à renvoyer à Stumdi avant le 9 juillet 2015.