Dremm an Ankoù

Kinnig a ra Abeozen an dastumad danevelloù-mañ e koun an dud kaezh, skubet o hunvreoù, freuzet o mennozhioù, kaset dizamantus d’ar marv. Diazezet eo e oberenn war darvoudoù bevet gantañ hag e geneiled.
C’hoant en doa Abeozen da ginnig ur sell disheñvel ha personel war ar brezel, sell ur soudard kentañ klas kaset d’an drailh. Frammet eo levr Abeozen en-dro d’un dudenn bennañ : Erwan. Heuliañ a reer anezhañ a-hed freuz ha reuz ar brezel. E kement danevell e kont deomp Abeozen un darvoud bennak, spontus p’en em gav ar Breizhad yaouank dirak ar marv, drastus pa veneg poanioù ar soudarded bet kontammet ha taget o skevent gant ar gaz mougus, frealzusoc’h pa c’hellont kuitaat an tachennoù emgann evit distreiñ d’ar gêr.
« Ar marv eo, muioc’h eget ar brezel, tem pennañ an dastumad danevelloù-mañ, » eme Gwendal Denez en e rakskrid.