Empty

Total: 0,00 €

Kuzul ar Brezhoneg

Gathering breton language associations

Keridwal

Ar braz eus ar barzhonegoù a ya d’ober ar barzhaz-mañ zo bet embannet e-barzh Al Liamm etre 1984 ha 2016. Ar stroll anezhe a ya d’ober un oberenn kempoell ha dibar. Awenet-kreñv eo an aozer koulz gant bed kevrinus ar Grennamzer ha gant ar sonerezh. A-bouez eo kellusk ha sonusted ar gwerzennoù evitañ, ac’hane an arver a ra en e varzhoniezh eus ar c’hlotennoù-diabarzh – un doare gwerzaouiñ en e vleuñv e brezhoneg en amzer-hont.
Barzhonegoù hiraezhus a lennfer amañ diwar-benn karantezioù dizeürus pe kuzh, diwar-benn ar marv hag ar bed all... barzhonegoù deskoni hag a denn da harozed an Daol-Grenn – meur a live-meizañ dezhe – koulz ha reoù diwar-benn un dodenn hollvedel evel al Loar.
Keridwal, lec’h a galon, morse perc’hennet, gweladennet e kuzh, faltaziet dindan pluenn an aozer, a ziskuilh dimp darn eus e gevrinoù.

Publisher: 
ISBN: 
978-2-7368-0116-8
Year: 
2016
Number of pages: 
80
Dimensions: 
11x18
Distributed by: 
Coop Breizh
Langage(s) of the product: 
Genre: 
9,00 €
trouducru