Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Kinnig

PETRA EO KUZUL AR BREZHONEG?

Pal Kuzul ar Brezhoneg zo lakaat an obererezhioù da glotañ, kenlodennañ al labour, kas war-raok, strollañ ha kreñvaat ar re a labour e brezhoneg er bed sevenadurel.
Kuzul ar Brezhoneg a stroll hag a vod abaoe 1952 kevredigezhioù a ya en-dro e brezhoneg war dachennoù liesseurt: an embann, ar c'helaouennoù, ar yezh, an darempredoù etrekeltiek hag etrevroadel. 
Pep kevredigezh ezel eus Kuzul ar Brezhoneg a chom dieub e pep keñver hervez ar pal dibabet ganti. Kuzul ar Brezhoneg n'eo nag un ti embann nag un aozadur da gelenn brezhoneg. Ul lec'h hag ur skoazell eo d'ar c'hevredigezhioù n'o deus den gopret ebet evit kas da benn, aesaat ha micherelaat o labour. Kas a ra war-raok ul labour sevenadurel e brezhoneg en diavaez da gement strollad politikel.

Digor eo ivez Kuzul ar Brezhoneg d'ar c'hevredigezhioù diavaez ha d'an hiniennoù.

KUZUL AR BREZHONEG E SERVIJ AR YEZH

war an tachennoù-mañ:

  • Labour prientiñ evit an embann (prientiñ skridoù, stummañ levrioù, mont e darempred gant ar voullerien, adlenn...)
  • Sevel katalogoù, kas bruderezh, derc'hel standoù, kuzuliañ, titouriñ
  • Merañ koumanantoù, stokoù, gwerzh dre lizher, dielloù...
  • Klask ha sevel danvez, troidigezhioù lennegel...


Digor eo ivez servijoù Kuzul ar Brezhoneg d'ar c'hevredigezhioù diavaez ha d'an hiniennoù evit labourioù treiñ hag adlenn war an dachenn lennegel. Mont e darempred gant ar sekretouriezh evit gouzout hiroc'h.

 

SERVIJ TREIÑ SKRIDOÙ LENNEGEL E BREZHONEG

Evit goulenn ur rakpriz, skrivit deomp!
Abaoe 1982 e kinnig Kuzul ar Brezhoneg ur servij treiñ e brezhoneg.
(romantoù, danevelloù, skridoù berr, kanaouennoù, barzhonegoù, bannoù-treset...)


Mont a ra en-dro Kuzul ar Brezhoneg a drugarez da:

trouducru