Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Prevezded

Toupinoù a vez implijet war al lec'hienn-mañ.

O vezañ ma kinnig Kuzul ar Brezhoneg ur servij gwerzh enlinenn e tastumomp titouroù ret evit ar c'has (hoc'h anv, ho chomlec'h, ho chomlec'h postel, hag all).

Gallout a rit kavout ar roadennoù-se war ar bajenn "Ma c'hont", ha diverkañ pe kemm anezho pa garoc'h. Evit an treuzgreadoù hag ar c'has e vezont implijet hepken.

An titouroù a denn d'ar paeañ a vez tretet en diavaez ha ne viromp tamm titour bank ebet war hon lec'hienn. Paypal eo a bled war-eeun gant an treuzgreadoù. Ganto eo e ranker mont e darempred evit gouzout hiroc'h diwar-benn o folitikerezh surentez ha prevezded.

Gant binvioù diavaez e reomp evit ezhommoù zo.

Stadegoù dizanv a vez stoket war Google Analytics evit gouzout pet a dud a zeu da weladenniñ hon lec'hienn. Ma ne fell ket deoc'h bezañ kemeret e kont e seurt stadegoù ec'h aliomp deoc'h staliañ modulennoù evel uBlock Origin pe Ghostery war ho merdeer. Skoilhañ a reont ouzh ar binvioù stadegoù, ar bruderezh hag ar skriptoù fri-furch en un doare efedus. Gallout a rit diwederekaat ar modulennoù-se war al lec'hiennoù a fell deoc'h sikour.

Ober a reomp ivez gant MailChimp evit hon c'hasadennoù posteloù, gwech ha gwech all.

Ho chomlec'h hag ho chomlec'h postel a c'hall bezañ enskrivet war al listennoù a implijomp evit an dra-se eta. Bez' e c'hellit en em zizenskrivañ diwar al listennoù-se en ur glikañ war al liammoù a-ratozh a gaver e traoñ ar posteloù kaset dre ar servij-se. Bez' e c'hellit goulenn diganeomp ma tiverkfimp anezho ivez.

Dre vras e klask Kuzul ar Brezhoneg dastum an nebeutañ posupl a roadennoù personel. Klask a reomp ivez ober gant ar servijoù retañ hepken, ha dibab a reomp ar re o deus brud vat. N'eus tamm bruderezh ebet war hon lec'hienn ha klask a reomp ober an nebeutañ ar gwellañ gant ar skriptoù diavaez a c'hallfe dastum roadennoù diouzh o zu.

Ar roadennoù a viromp war hon lec'hienn ne vezont ket gwerzhet nag eskemmet. Chom a reont e kerc'henn Kuzul ar Brezhoneg hag e izili. E ti OVH eo herberc'hiet hon lec'hienn.

Mar fell deoc'h gouzout hiroc'h, diverkañ ho kont pe ho titouroù e c'hellit dont e darempred ganeomp dre bostel. Evit a sell ouzh PayPal avat, e rankoc'h mont e darempred ganto war-eeun.

trouducru