Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Danevelloù evit ur bloaz

Skrivet gant: 

Brudet eo Pirandello (1867–1936) dreist-holl evit e bezhioù-c’hoari, nebeutoc’h evit e zanevelloù, hag int puilh koulskoude.

“Bep Sul vintin on boas da zegemer tudennoù ma danevelloù... Hag alies e c’hoarvez ganin en em gavout e kompagnunezh fall,” setu ar pezh a anzav Pirandello e-unan.
Piv eo neuze tudennoù an 247 danevell en deus skrivet diwar an 365 a oa gantañ ouzh ar stern, unan evit pep devezh eus ar bloaz ? Dreist-holl tud o tont eus Kaos, kêriadenn c’henidik ar skrivagner, e kreisteiz Sisilia : micherourien ar mengleuzioù soufr, tudjentil war an diskar, maouezed gwasket gant ar relijion hag ar brizhkredennoù ; met ivez tud eus Roma, pe Sisilianed harluet er Stadoù-Unanet.
An avanturioù farsus pe poanius bevet gant pep hini anezho a ziskouez mat tonkadur mab-den ; tudennoù liesseurt o fersonelezhioù int, tud hag a oar ober goap ouzh ar vuhez, gouzañv ar boan, ar follentez hag an digenvez ha chom bamet dirak kened ar bed.

Priz Nobel al Lennegezh a oa aet e 1934 gant Pirandello.

ISBN: 
978-2-86863-170-1
Bloaz: 
2014
Niver a bajennoù: 
138
Ment: 
14.5x20.5
Skignet gant: 
Coop Breizh
Troet gant: 
Yezh(où) ar produ: 
Danvez: 
9,00 €