Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Colloques et conférences

Brezhoneg


Gaëtan de Langlais ha juri priz Langleiz a gemenn e vo roet ar priz
d'ar Sadorn 28 a viz Here e Karaez da 4 eur goude merenn,
e-skeud Gouel al Levrioù e Breizh

Brezhoneg

E Gwengolo 2016 ez ae kuit Martial Menard diouzhimp. Laosket en deus war e lerc'h un oberenn divent, un oberenn a gase 'raok daoust d'ar c'hleñved.
Abaoe, dindan framm Kuzul ar Brezhoneg, e vez kendalc'het al labour dindan ren skiantel Kevrenn ar brezhoneg (Skol-veur Roazhon2).
Kinniget e vo stumm nevez DEVRI d'ar Sadorn 28 a viz Here 2017 da 3e30 e Karaez (er sal sinema Glenmor) da geñver Gouel al Levrioù.

Lec'hienn : devri.bzh

Brezhoneg
 
War roudoù Tangi Malmanche

***

Gouel al Lennegezh IV

Kendael aozet gant ABER d'ar sul 6 Ebrel 2014

Hôtel des Voyageurs, 21 rue des Trois Frères Le Roy, Plabennec

Brezhoneg

LENNOMP HA KOMZOMP

Herve Bihan a zeuio da bPerroz-Gireg d'ar Gwener 21 a viz C'hwevrer da ginnig e levr "An dialog etre Arzur roe an Bretounet ha Guynglaff" embannet gant TIR ha skignet gant Kuzul ar Brezhoneg. Bez' e vo an emgav er Genkiz e-kichen park melldroad Yves le Jannou (Ewan ar Yannoù) da 8 eur hanter noz. Bez' emañ ar park melldroad ha kreizenn ar Genkiz (le Quinquis) e-kreiz kêr war hent Serjant an Ec'hweder (rue du Sergeant L'Hévéder).

****

"Lennomp ha Komzomp" est un rendez-vous donné tous les quinze jours aux bretonnants pour l'étude de la littérature en langue bretonne. Vendredi 21 février, Hervé Bihan, professeur à l'Université de Haute-Bretagne 2, présentera son dernier livre "Dialog etre Arzur roe an Bretounet ha Guyglaff", une étude d'un texte en moyen-breton éditée par TIR et diffusée par Kuzul ar Brezhoneg. Lieu : Perros-Guirec, Quinquis salle du bas. Heure : 20:30.

Brezhoneg

Ur c'hendiviz a vo aozet gant  DAO e Gwened d'an 9 a viz Du 2013.

 

Danvez ar c'hendiviz : "Kelenn brezhoneg d'an dud deuet hiziv... ha warc'hoazh". En endervezh e vo lodennet ar berzhidi e atalieroù.

Evit ar re o deus c'hoant da gemer perzh er c'hendiviz e kousto deoc’h 20 euro + ar pred (13,50 euro).

Subscribe to RSS - Colloques et conférences