Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Blog

  • Kronikennoù Herve Bihan en Trevoù. Kronikenn 3 : AR MORU

    Ma zo ur pesk en devo merket sevenadur ar vro eo ar moru sec’h ha sall. Memor ar vro zo leun a veajoù hir ha kalet ar baotred yaouank, pe goshoc’h a-boan, aet da vorueta war-du ar morioù yen, war-du an Douar-Nevez pe an Island. Buhezioù spontus... Lod na retornent ket d’ar gêr, lonket ma oant bet gant ar mor yen-sklas didruez. Lod a retorne mogn, kamm, ampechet. Piv a c’hallfe gouzañv kement en dez a herie (...)

    Rummad: 
  • Kronikennoù Herve Bihan en Trevoù. Kronikenn 2 : GWRAC’HED HA GWRAC’HED ZO !

    Pa vez anv eus gwrac’hed e teu meur a dra da spered an dud. Ar besketourien a soñjo diouzhtu en ur pesk. Ar begoù lipous a soñjo er memes pesk, mat da debriñ. Bezañ e ranker goût poazhat ar wrac’h avat ! Poazhet er forn eo mat-tre, kredit ac’hanon (...)

    Evit lenn ar pennad en e bezh:

    Rummad: 
  • Kronikennoù Herve Bihan en Trevoù. Kronikenn 1 : KAZH HA KAZH ZO !

     

    Adalek an niverenn-mañ eus ar c’heleier e vo kinniget deoc’h un tamm kronikenn vrezhoneg. Bep sizhun, n’eo ket sur ! Met ingal a-walc’h memes tra.
    Trugarez da Janine Troadeg evit bezañ kinniget dimp plas er c’heloioù. Kement-mañ a ziskouez e vez kemeret ar brezhoneg e kont gant ti-kêr an Trevoù.
    Bezañ’vo eus ur gronikenn o pleal gant a-bep seurt traoù, tro-dro d’an Trevoù, evel just, met ivez tro-dro da Dreger, pe da Vreizh pe d’ar bed holl, kement hag ober !
    Ar gronikenn a c’hallo bezañ sevenadurel, lennegel, pe war traoù simpl buhez ar pemdez... hervez an degouezh.
    Evel just e vefomp laouen o kaout ho soñj. Ha mar degouezh ganeoc’h kaout ar c’hoant da ginnig ur gronikenn ivez, kasit keloù. Digor eo an traoù.
    E fin pep pennad e vo kavet levrioù pe pennadoù da lenn (gant al liammoù internet mar be tu). Un doare da gaout an troidigezhioù hag ivez da vont pelloc’h ganti !

    Herve Bihan

    Evit lenn ar pennad en e bezh:

    Rummad: 
  • Ar c'hadig

  • Bloavezh mat

  • Sinadeg e Gouel al Levrioù

  • Kejadenn gant herve ar Beg

Pajennoù

Subscribe to Blog
trouducru