Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Kalonya

Skrivet gant: 

Skrivet gant Youenn Kervalan. 614 barzhoneg.

Barzhaz un testeni hag un engouestladur. A-hed daou-ugent vloaz bennak en deus lakaet Kervalan war baper e drivliadennoù, e fromoù, e garantez, e boanioù hag e gounnar. Dindan lies anv-pluenn int bet embannet e kelaouennoù brezhonek, kalz anezho e-barzh al Lanv.
Santidik ha kizidik eo an aozer. Dasseniñ a ra e galon ouzh heklev krizder ha viloni ar bed, kanañ a ra ivez ar gened, ar peoc'h, marzh an denelezh. Difenn taer hor gwirioù, gwirioù hor yezh, hor pobl, hor bro ha gwirioù ar pobloù all dre ar bed, gwirioù mab-den, gwirioù ar re vihan, ar geizh...
Ma 'z eus bestl, ez eus ivez likor ha frond, mezventi ul lavar gwevn gwisket gant gerioù saourus. Ul lavar denel evit sevel ur bed gwelloc'h : KALONYA

Ti-embann: 
ISBN: 
978-2-916745-20-6
Bloaz: 
2017
Niver a bajennoù: 
512
Ment: 
16,5 x 24
Skignet gant: 
Coop Breizh
Yezh(où) ar produ: 
Danvez: 

Dibaboù doare kas

Tarif: 
32 € + 6 € de frais de ports (inclus dans le total)
38,00 €