Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Tasmant en ti

Goude chomet meur a viz e Kebek setu ar skrivagner galizek Xabier Louzao o tistreiñ d’e vro. Er gêr, e Santiago de Compostela, e kav lizhiri digant e vignon Adrián Novoa, ul livour a zo o paouez prenañ ur genkiz war ar maez. Traoù iskis avat a c’hoarvez en ti : pellgomzadennoù digomprenus, kemennoù ankenius er belleilerez. En ul levr kozh en deus kavet engravadurioù. War unan en deus gwelet ur plac’h yaouank a seblant goulenn sikour…

Romant anken adalek 14 vloaz. Berzh en deus graet ar romant-mañ e Galiza : abaoe 1995 ez eus bet 29 embannadur galizek, hep kontañ an embannadurioù en holl yezhoù all ledenez Iberia.

Agustín Fernández Paz zo ur romantour galizek, ganet en 1947 en Villalba. Kelenner e oa pa stagas da skrivañ. Meur a briz en deus bet en e vro. Loreet eo bet ivez e 2008 gant Priz Broadel al Lennegezh evit ar Yaouankiz e Spagn. Kelenner eo bet e Vigo. Ezel eo eus Kuzul Sevenadur Galiza.

 

 

 

Ti-embann: 
ISBN: 
979-10-90456-07-5
Bloaz: 
2013
Niver a bajennoù: 
108
Ment: 
13 x 20
Troet gant: 
Yezh(où) ar produ: 
10,00 €
trouducru