Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

’Veze ket dañset plinn!

Skrivet gant: 

Piv e Breizh n’anavez ket Jorj Cadoudal? Jorj, komper Étienne Rivoallan ar soner bombarb brudet, Jorj ar paotr drant ha seder tomm e galon ouzh e vro hag ouzh ar sevenadur pobl, Jorj ar peizant, saver-deñved e Brenniliz, Jorj hag e vinioù er stourmoù sokial e-pad ouzhpenn 70 vloaz, Jorj koshañ soner binioù Breizh, ezel eus Re an Are?

Gras d’un enrolladenn kaset da benn gant Gege Gwenn e 2017 e c’hallo al lenner heuliañ Jorj Cadoudal en un danevell-buhez divoutin: ober anaoudegezh gant un den en devo treuzet eil hanterenn ar c’hantved kozh gant e reuz, met ivez gant adganedigezh ar sonerezh pobl a oa tonket da vervel asambles gant ar gevredigezh kozh. Bezañ eo testeni unan en deus kemeret perzh en e amzer, koulz evel peizant, soner ha stourmer. Ha n’eo ket liammet an tri zra-se? Unan eus Re an Are, memor an dud, memor ar vro. Ha kement-mañ en ur brezhoneg yac’h ha pinvidik.

Ti-embann: 
ISBN: 
978-2-916835-94-5
Bloaz: 
2019
Niver a bajennoù: 
188
Ment: 
14,5 x 20,5 cm
Yezh(où) ar produ: 
10,00 €