Deiziad(où):
10/06/2015
SERVIJ KEODEDEL / SERVICE CIVIQUE :
Emañ Skol Diwan Gwengamp o kinnig ur c'hefridi servij keodedel evit ar bloavezh skol 2015-2016.
Kargoù :
- Buheziñ etre an amzerioù klas
- Ambroug ar vugale da greisteiz
- Kemer perzh er skoazellañ evit al labour skol
- Ambroug ar vugale e-pad ar baleadennoù skol
28 eurvezh labour / sizhun war 4 devezh. Vakañsoù skol + frejoù pred kreisteiz paeet er c'hantin.
Gopr : war-dro 580€ ar miz
Ret bezañ etre 16 ha 25 bloaz.