Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Marc'heger ar Marv

Skrivet gant: 

664 goude JK. Emañ Fidelma o kuitaat Roma hag a-raok distreiñ d’ar gêr ez a betek abati Bobium evit ober ur weladenn d’he c’helenner kozh, ar breur Ruadan. Gwall c’hloazet eo hemañ hag emañ war e dremenvan. Amzer en deus evelkent da silañ un toullad geriennoù e skouarn Fidelma a-raok mervel. Buan-tre e wel Fidelma ez eus itrikoù ha kasoni don etre kristenien ha paganiz er c’horn-bro-se. Penaos kompren ar pezh a c’hoarvez pa ne gomzer ket yezh ar vro ha pa n’haller kaout fiziañs e den ebet? Fidelma zo hec’h-unan penn o klask dirouestlañ kavailhoù a bep seurt ha muntroù e-leizh.

Heuliad enklaskoù ar c’hoar Fidelma a ra berzh er bed a-bezh pa’z eo bet troet en un ugent yezh bennak. Skrivet eo ar romantoù gant Peter Tremayne, un arbennigour war sevenadur ar Gelted kozh.

Troet diwar ar saozneg gant Jean-Michel Mahe.

Ti-embann: 
ISBN: 
978-2-916835-93-8
Bloaz: 
2019
Niver a bajennoù: 
384
Ment: 
19x12
Troet gant: 
Yezh(où) ar produ: 
14,00 €
trouducru